Mont d’an endalc’had

Kanolierezh emlusker

Eus Wikipedia
kanolierezh emluskek
rummad implij un arm
Iskevrennad euskanolierezh kefluskek Kemmañ

Kanolierezh emlusker a vez graet eus ur stumm kanolierezh dafaret gant un erlusk evit gellet fiñval betek al lec'hioù tennañ. E-touez ar c'hanolierezh emlusker e vez kavet an obuzerioù emlusker, kanolioù-mortez emlusker, hag ar c'hanolierezh roketennoù emlusker. Pal ar c'harbedoù-se a zo da gaout fiñvusted bliv, alies e vezont dafaret gant biskoulennoù, ha kavet e vez ur c'hanol, un obuzer, pe kanol-mortez galloudus. A-wechoù all e vo kavet bannerien roketennoù/misiloù. E-pad ar Brezel Yen e oa bet savet kanolierezh emlusker gant armoù nukleel. Implijet e vez an doare karbedoù-se evit tennañ a-bell hag en doare bombezadeg ameeun evit harpañ an unvezioù war an dachenn-emgann.