Kanolierezh arvorel


Ar c'hanolierezh arvorel a zo ur skourr eus an nerzhioù lu kefridiet da embreger kanolioù enep-listri pe gant strolladoù-kanolioù difiñv e kreñvlec'hioù eus an arvor[1]. Hiziv-an-deiz, ar c'hanolierezh arvorel zo bet kemeret e lec'h gant misiloù enep-listri, evel an R-360 Neptune eus Ukraina.
Abaoe ar Grennamzer ha betek an Eil Brezel-bed, ar c'hanolierezh arvorel hag ar c'hanolierezh-mor e stumm kanolioù a oa pouezus evit an oberiadurioù milourel ha peurvuiañ e vezent pourvezet gant dafar uhel e deknologiezh hag arc'hantet e oant bravik. Gant donedigezh teknologiezhioù an XXvet kantved, dreist-holl evit an aerluioù, an aervorluioù, ar c'hirri-nij jet, hag ar misiloù heñchet, implij ar c'hanolioù, al listri-hobregonet hag ar c'hanolierezh arvorel zo digresket kalz.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (2002) Fields of Battle: Terrain in Military History. Dordrecht : Kluwer Academic. ISBN 1-4020-0433-8.