Mont d’an endalc’had

Kanol heol

Eus Wikipedia
Berrdres eus doare implij ar Sonnengewehr

Ur c'hanol heol, pe heliobeam, a oa un arm kelc'htroel, hag a vije oc'h implij melezourioù kev savet war ul loarell. Ar pal a vije kreizennañ skinoù an heol war-zu ur spas bihan war ar blanedenn Douar, da lazhañ ar boudoù-bev dre an tommder ha distrujañ ar savadurioù war ar memes tro.

E 1929, ar fizikour alaman Hermann Oberth en doa savet plañioù evit ur savlec'h egorel gant ur melezour kev 100 metr treuzkiz hag a vije bet implijet evit kreizennañ skinoù an heol war-zu ar blanedenn Douar.[1].

Goude-se, e-kerzh an Eil Brezel-bed, ur strollad skiantourien alaman o labourat e kamp arnodiñ ar c'hanolierezh lu en Hillersleben a oa bet o labourat diwar mennozh Oberth gant ar c'hoant da grouiñ un dreistarm a c'hellje implij skinoù an heol[2]. An arm a oa bet lesanvet "fuzuilh heol" (Sonnengewehr) hag a vije bet ul lodenn eus ur savlec'h egor lec'hiet war-hed 8200 km diouzh an Douar. Ar skiantourien a oa bet o jediñ e oa ezhomm eus un dameuzher bras, savet gant sodium metalek ha gant ur gorread a 9 c'hilometr karrez. Gant un ostilh evel-se e vije tu da greizennañ skinoù-heol evit krouiñ a-walc'h a dommder da lakaat ur meurvor da virviñ pe da zeviñ kêrioù[1][3]. Prouennoù zo e oa bet klasket gant Impalaeriezh Japan ivez sevel un doare skin marvus[4][5][6].

Dre krouidigezh hag implij strolloù loarelloù ez eus bet soñjet e c'helljed implijout n'eo ket ur melezour nemetken met kantadoù anezho war ar memes tro, ur wech durc'haet anezho war-zu ur memes poent[7]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 (9 a viz Gouhere 1945) "Science: Sun Gun". Time Magazine
  2. Burke, Myles (February 3, 2025). 'It could illuminate an area the size of a football stadium': How Russia launched a giant space mirror in 1993.
  3. (23 a viz Gouhere 1945) "The German Space Mirror". Life Magazine
  4. "Japanese Had 'Death Ray' In Stage of Development" (in en-US), The New York Times (1945-10-07). 
  5. Fanning, William J. (2010). "The Historical Death Ray and Science Fiction in the 1920s and 1930s". Science Fiction Studies 37 (2): 253–274. ISSN 0091-7729
  6. Grunden, Walter E. (2005). Secret weapons and World War II: Japan in the shadow of big science, Modern war studies. Lawrence, Kan : University Press of Kansas. 110-116 p. ISBN 978-0-7006-1383-0. 
  7. Shiga, David. Space mirrors could create Earth-like haven on Mars
    (en-US)
    .