Kanol eneptank
| Iskevrennad eus | Kanol (kanolierezh), arm eneptank |
|---|---|
| Rann eus | kanolierezh eneptank |
| Implij | brezel eneptank |
| Diskouezadur eus | brezel eneptank |
Ar c'hanolierezh eneptank zo ur skourr eus ar c'hanolierezh savet evit distrujañ tankoù ha karbedoù stourm hobregonet all ; peurliesañ e tenn eus ul lec'h difenn difiñv. Diorroadur munisionoù eneptank arbennikaet a oa bet ur redi pa oa erruet ar c'hentañ tankoù war tachennoù emgann ar C'hentañ Brezel-bed[1]. Evit gellout distrujañ an tankoù enebour, ar ganolierien a oa rediet da implij kanolioù standart o klask tennañ eeun war ar sibloù, an doare ober-se a oa diaes ha koustus a-fed obuzennoù ha dre ma kendalc'he an tankoù da vezañ dafaret gant hobregonoù e oa deuet da vezañ diefedus[1]. Ar c'hentañ kanolioù eneptank a oa bet savet er bloavezhioù 1920, dres a-raok pe e-kerzh an Eil Brezel-bed e veze kavet an doare armoù-se en holl armeoù europat[2]. Evit dont a-benn da dreuziñ an hobregonoù, e veze tennet munisionoù arbennikaet gant kanolioù brasoc'h[3]. An darn vrasañ eus ar c'hanolioù eneptank a oa bet diorroet er bloavezhioù 1930 oc'h heuliañ diorroadur an tankoù[4], ha tost an holl saverien armoù brasañ a oa bet o produiñ ur stumm pe unan all[2].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 Norris, John (1997). Brassey's Modern Military Equipment: Anti-tank weapons. London : Brasseys UK Ltd. 7–21 p. ISBN 978-1857531770.
- 1 2 (1974) World War II Fact Files: Anti-tank Weapons. New York : Arco Publishing Company, Incorporated. 1–6 p. ISBN 978-0668036078.
- ↑ MILITÄRISCHES STUDIENGLOSAR ENGLISCH Teil II/ Teil III, Deutsch – Englisch, Abkürzung Begriff, Bundessprachenamt (Stand Januar 2001), page. 283, anti-tank ammunition.
- ↑ Rottman, Gordon (2005). World War II Infantry Anti-Tank Tactics. Oxford : Osprey Publishing. 15–17 p. ISBN 978-1841768427.