Mont d’an endalc’had

Kanol emgefreek

Eus Wikipedia
kanol emgefreek
rummad implij un arm
Iskevrennad eusKanol (kanolierezh), externally powered gun Kemmañ

Kanol emgefreek, pe mindrailherez eneptank,[1][2] a vez graet eus un arm-tan atomatek hag a c'hell tennañ bliv obuzennoù (20 mm pe ouzhpenn) enep hobregon, tarzh pe tan. Disheñvel int a-benn neuze diouzh ar vindrailherezoù gant ur c'halibr skañvoc'h. Ar c'hanolioù emgefreek ha c'hall tennañ diouzh kalz pelloc'h hag en ur chom efedus pa vezont keñveriet gant mindrailherezioù, dre ma implijont munisionoù kalz ponneroc'h/ tevoc'h (an aliesañ eo etre 20 ha 60 mm, met kalibroù tevoc'h a zo), a voas ez int bihanoc'h evit obuzioù an tank, obuzerioù, kanol kampagn, pe doare kanolierezh all. Implijet e unan, ar ger kanol "emgefreek" a vez implijet evit ober anv eus un arm gant ur c'hanol ha ne dro ket. Pa vez implijet meur a c'hanol, e vez graet eus an doare arm-se "kanol emgefreek hedro" pe "kanol hedro". Pa vez ur c'hanol nemetken gant ur granenn hedro met gant kambroù lies, a vez anvet "kanol emgefreek revolver" pe "kanol revolver"; pep sistem a c'hall bezañ dafaret evel arm karbedoù pe enepkarbedoù-nij.

Ur c'hanol emgefreek M242 Bushmaster 25 mm dafaret d'un M2 Bradley karbed stourm hobregonet

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan