Kandaules

Eus Wikipedia
Kandaules

Kandaules (en gregach Κανδαύλης / Kandaúlês), anavezet ivez evel Sadiates (Σαδυατης / Saduatês) pe Mirsilos (Μυρσίλος / Mursílos) a oa ur roue damvojennel e Lidia, war-dro an VIIIvet kantved kent JK. Lazhet e voe gant Giges a gemeras e lec'h.

Hengoun lennegel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Candaules King of Lydia Shews his Wife to Gyges (Kandaules roue Lidia a ziskouez e wreg da Giges), taolenn gant William Etty.

Petra bennak ma vez kaoz, en holl zoareoù ar vojenn, eus e varv hag eus Giges lakaet da roue war e lerc'h ez eus meur a zoare d'ar vojenn.

Herodotos[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hennezh eo an doare en deus awenet arzourien e-leizh, kontet gant Herodotos diwar ur varzhoneg kollet, diwar zorn Arc'hilokos Paros. Hervez Herodotos eta e oa sot Kandaules gant e bried. E-touez e genlabourerien e oa ur priñs, anvet Gyges. Un deiz...?

Platon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Ar Republik, oberenn Platon, en devoa Gyges, ur mesaer yaouank, kavet ur walenn war gorf ur ramz marv. Hag eñ da gemer ar walenn hag a oa ur walenn hud (mojenn gwalenn Giges), dezhañ da vout diwelus. Ganti ez eas da gousket gant gwreg ar roue. Goude-se en em glevas gant ar rouanez da lazhañ ar roue ha da gemer ar galloud.

Nikolaus Damaskenos[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur priñs yaouank e oa Giges ha mignon da roue Lidia (anvet Sadyatte). Kaset e voe Giges da gerc'hat Tudo, danvez-pried ar roue, ma orgedas outi, ha ma klaskas he gounit. Ar roue fuloret a glaskas lazhañ e vignon. Met kemennet e voe Giges gant ur vatezh. Mont a reas da gambr ar roue d'e lazhañ.

Ploutarc'hos[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nissia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne gaver anv pried Kandaules nemet dindan pluenn Ptolemaios Chennos, a ra Nissia anezhi, anv implijet gant Théophile Gautier en e gontadenn Le Roi Candaule, adkemeret war e lerc'h[1]. Ouzhpenn Nissia e kaver reoù all avat :  

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1901, Le Roi Candaule, pezh-c'hoari gant André Gide

Skeudennaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

La femme de Candaule, gant Edgar Degas
(fr)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]