Mont d’an endalc’had

Kamp prizonidi vrezel

Eus Wikipedia
kamp prizonidi vrezel
type of prison facility
Iskevrennad eusprison camp Kemmañ
Arvezbrezel Kemmañ
Occupantprizoniad brezel Kemmañ

Ur c'hamp prizonidi vrezel a vez graet eus ul lec'h tolpañ evit soudarded enebourien bet prizoniet gant ur gostezenn e-kerzh ur mare brezel.

Diforc'hioù zo etre kampoù prizonidi vrezel, kamboù-bac'h ha toulloù-bac'h milourel. Ar c'hentañ kampoù evit prizonidi vrezel a oa bet hini Norman Cross e Bro-Saoz e 1797 e-pad Brezelioù an Dispac'h Gall ha toull-bac'h HM Dartmoor, savet e-pad Brezelioù Napoleon, ha kendalc'het e vo d'o implij en holl grogadoù bras a oa bet e-kerzh an 200 vloaz war-lec'h. Ar c'hampoù brasañ a oa bet implijet evit bac'hañ fuzuilherien-vor, martoloded, soudarded ha goude-se soudarded an aerluioù eus broioù enebour hag a oa bet prizoniet gant un arme e-kerzh pe dres goude ur stourm armet.