Mont d’an endalc’had

Kamp Beaune-la-Rolande

Eus Wikipedia
Kamp Beaune-la-Rolande
Kamp-bac'h
StadFrañs Kemmañ
E tiriadBeaune-la-Rolande Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°4′18″N 2°26′5″E Kemmañ
Niverenn katalogcamps/1974 Kemmañ
Map

Kamp tremen Beaune-la-Rolande (galleg: camp de transit de Beaune-la-Rolande), a oa ur c'hamp-tolpañ e-kerzh an Eil Brezel-bed ha lec'hiet e kumun Beaune-la-Rolande e departamant al Loiret (Bro-C'hall). Gant kamp Pithiviers hag hini Jargeau, e oa bet unan eus an tri c'hamp savet e departamant al Loiret.

Ur c'hamp tremen e oa anezhañ[1], bet implijet gant Bro-C'hall ha goude-se gant pennadurezhioù an dalc'herezh alaman. Savet e 1939 evit tolpañ prizonidi vrezel alaman, adimplijet e voe goude ma oa bet trec'het Bro-C'hall e 1940 evit prizonidi vrezel gall. Adalek 1941 e voe troet en ur c'hamp tolpañ evit yuzevien ganet en estrenvro hag a oa o vevañ e rannvro Pariz. E Mae 1942, goude ma vije lakaet da dalvezout ur sujidigezh alaman da vat, e oa bet kroget deportadurioù war-zu kampoù lazhañ, dreist-holl Auschwitz. E-touez ar brizonidi e oa bet ouzhpenn 1500 bugel bet harzet e-kerzh Skrapadeg ar Vélodrome d'Hiver ha deportet dre Beaune-la-Rolande betek Auschwitz, lec'h ma voent lazhet evit ar brasañ niver anezho.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ar pal a oa derc'hel prizonidi ur pennadig amzer a-raok deportiñ anezho betek kampoù nazi all.