Mont d’an endalc’had

Kamp-bac'h Strutthof

Eus Wikipedia
Kamp-bac'h Strutthof
Kamp-bac'h nazi, lec'h koun broadel, Kamp-bac'h
Anv er yezh a orinNatzweiler-Struthof Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadNatzwiller Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°27′18″N 7°15′17″E Kemmañ
Deiziad embann16 Du 2021 Kemmañ
Niverenn katalogcamps/636 Kemmañ
Prizioù resevetEuropean Heritage Label Kemmañ
Statud gladelmonumant istorel rummet, monumant istorel rummet Kemmañ
Map

Kamp-bac'h Strutthof eus e anv ofisiel Konzentrationslager Natzweiler hag anvet ivez Konzentrationslager Natzweiler-Struthof a oa ur c'hamp-bac'h nazi lec'hiet e menezioù Vojoù nepell diouzh kêriadennoù Natzweiler ha Struthof e Gau Baden-Alsace Alamagn, e tiriad dalc'het Bro-C'hall en un doare de facto adalek 1940. Oberiant eo bet ar c'hamp eus an 21 a viz Mae 1941 betek miz Gwengolo 1944, ha bez e oa ar c'hamp nemetañ alaman o vezañ bet e tiriad Bro-C'hall a-raok an Eil Brezel-bed. Ar c'hamp a oa staliet en ul lec'h koadek ha didud, d'un uhelder a 800 metrad.

Etre 50 000 ha 52 000 prizoniad a zo bet dalc'het eno pa oa oberiant ar c'hamp. Ar brizonidi a oa dreist-holl izili ar luskadoù Rezistañs en tiriadoù e-dalc'h an Alamanted. Ur c'hamp labour ret e oa, met ivez unan treizhañ, hag gant ma oa ar brezel o padout ul lec'h lakaat d'ar marv. Ul lod bras eus ar brizonidi a oa marvet gant an naon hag an dinerzh – e-tro 22 000 den a zo marvet er c'hamp pe er rouedad kampoù bihanoc'h liammet gantañ.[1] Meur a brizonidi a oa bet fiñvet e kampoù all; dreist-holl er bloavezh 1944 penn kamp-bac'h Auschwitz a oa bet kaset eno evit deportañ prizonidi kamp Natzweiler-Struthof e Dachau gant ma oa luioù ar Gevredidi o tostaat. Nebeut izili eus an SS a oa er c'hamp pa oa bet dieubet gant Kentañ Lu Bro-C'hall suj d'ar C'hwec'hvet korfad eus an United States Army d'an 23 a viz Du 1944.[2]

An anatomour August Hirt en doa savet un dastumadenn klopennoù yuzev er c'hamp, gant ar pal da brouiñ e oa ar yuzevien, ur ouenn izeloc'h. Un diell-film a zo bet savet war ar 86 den paotred ha merc'hed hag a ao ebt lazhet evit ar steuñv-se. Ul lodenn eus an dud kablus eus an torfedoù-se er c'hamp a zo bet barnet goude ar brezel.

Hiziv-an-deiz ar c'hamp a zo ur mirdi. Kreizenn europat an deportidi a zo lec'hiet eno. Bez ez eus ivez ur monumant e koun an deportidi. Ar mirdi a-vremañ a zo bet nevesaet e 1980 goude ma vije bet labezet gant neveznazied e 1976. E-touez ar brizonidi brudet bet bac'het pe tremenet dre ar c'hamp e oa bet, ar skrivagner Boris Pahor hag en doa savet ur romant a-ziwar e eñvorennoù eus Kamp Natzweiler-Struthof hag anvet Necropolis.

Listenn izili brudetañ ar c'hamp

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez e oa bet pemp komandant d'ar c'hamp ha meur a vedisin SS.[3][4]

Medisined SS

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • SS-Hauptsturmführer Kurt aus dem Bruch
  • SS-Hauptsturmführer Karl Babor
  • SS-Hauptsturmführer Heinz Baumköther
  • SS-Hauptsturmführer Max Blancke
  • SS-Obersturmführer Franz von Bodmann
  • SS-Obersturmführer Hans Eisele
  • SS-Obersturmführer Herbert Graefe
  • SS-Sturmbannführer Richard Krieger
  • SS-Obersturmführer Georg Meyer
  • SS-Hauptsturmführer Heinrich Plaza
  • SS-Hauptsturmführer Elimar Precht
  • SS-Untersturmführer Andreas Rett
  • SS-Untersturmführer Werner Rohde
  • SS-Hauptsturmführer Gerhard Schiedlausky
  • SS-Obersturmführer Siegfried Schwela

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Struthof: Some data. Centre européen du résistant déporté.
  2. Natzweiler-Struthoff Concentration Camp. Holocaust Education & Archive Research Team.
  3. (1999) The camp men: the SS officers who ran the Nazi concentration camp system. Atglen, PA : Schiffer Publishing, Ltd. ISBN 0764306367. 
  4. KZ-Katzweiler Men.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]