Kamera
Neuz
Ur c'hamera a zo ur benveg hag a vez implijet evit enrollañ ha mirout skeudennoù pe filmigoù, pe en un doare niverennel, pe en un doare kimiek dre implij dafar gant ur reaktadur d'ar gouloù, ar pelikulennoù. Donedigezh ar c'hameraioù a zo bet mammenn kemmoù meur war dachenn an arzoù ar gwelet, ar mediaioù, an dudi, ar surentez hag an enklaskoù skiantel. Ar ger "camera" a zo deuet diwar al latin hag a dalvez kement ha « kambr ». Krouet e oa bet ar c'hamera en XIXvet kantved hag abaoe, dre nevezintioù teknologel, eo bet dibaouez ar c'hemmoù kement hag ar posublderioù implij betek an deiz-a-hiziv.