Kalypso

Eus Wikipedia
Ur pennad Calypso zo ivez.
Arnold Böcklin, Odysseüs ha Kalypso, livadenn, 1883, Kunstmuseum (Basel)
Odysseüs ha Kalypso, gant Jan Brueghel gozh, 1616. Johnny van Haeften Gallery, Londrez.

Kalypso (henc'hresianeg : Καλυψώ Kalupsố, « an hini guzh ») zo un nimfenn eus ar mor e mojennoù Hellaz kozh.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalypso « he rodelloù kaer » a oa un nimfenn, merc'h da Atlas, hervez Homeros hag Apollodoros. Hesiodos, diouzh e du, a ra anezhi unan eus an Okeanidezed[1] hag e-barzh Katalog ar Maouezed e ra anv eus he c'harantez kevrinus gant Hermes hag eus o bugale niverus a vefe aet d'ober pobl a-bezh ar Gefalleniz. Sellet e vez outi evel rouanez Enez Ogygia, ma oa o vevañ hec'h-unan gant nimfezed all[2].

En Odysseia e ro bod da Odysseüs goude e beñse hag ez orged outañ. Dont a ra a-benn da virout anezhañ war hec'h enezenn e-pad 7 vloaz. Kinnig a ra dezhañ zoken dont da vezañ divarvel ma'z asant chom ganti. Zeus avat a vagas truez ouzh Odysseüs pa glevas e verc'h Athena hag a gasas Hermes e vab da reiñ dezhi an urzh da lezel an haroz da vont war-raok. Sevel a reas neuze ur radell da zistreiñ d'ar gêr.

Hervez mojennoù zo he dije bet daou vab eus an haroz : Naosinoos ha Nausithoos[3].

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

El lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Hesiodos Theogonia , 359.
  2. Meur a enezenn a c'hallfe bezañ Enez Ogygia ar vitologiezh, Enez Gozo peurgetket, en enezeg Malta.
  3. Theogonia, 1017-1018.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.