Mont d’an endalc’had

Kaieroù klemm

Eus Wikipedia
kaieroù klemm
strollad, Teul
BroFrañs Kemmañ

Ar c'haieroù klemm [1][2], raloc'h Kaier ar c'hlemmvanoù[3] (galleg : Cahiers de doléances, berraet en Cahiers) a oa, er Renad Kozh e Bro-C'hall, dielloù ma veze eztaolet goulennoù pe klemmoù ar bodadennoù karget da zilenn kannaded ar Stadoù Meur. Ar re vrudetañ anezhe eo ar re bet savet just a-raok an Dispac'h gall e 1789.

Dispac'h gall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Teir Urzh a savas kaieroù klemm etre Genver hag Ebrel 1789, er bloavezh ma oa tarzhet an Dispac'h gall. Ar roue Loeiz XVI en doa goulennet ma vije savet un dastumadenn dezrevell anezho a-raok Emvod ar Stadoù-Meur evit klask talañ ouzh ar marevezh reveulzier a oa o washaat. Pep urzh he doa kemeret perzh : an urzh kentañ (ar gloer), an eil (an noblañs) hag an Trede-urzh, gant an holl dud all, evel labourerien ar c'hêrioù, ar beizanted eus ar maezioù, ar c'hlasad etre hag an dud arbennikaet (alvokaded...). Eskemmet e oa bet a-zivout ar c'haieroù klemm e-kerzh un emvod dreistordinal eus Emvod ar Stadoù Meur d'ar 5 a viz Mae. Un toullad-mat eus al listennoù, kaieroù a vez c'hoazh anezho en deiz-ha-hiziv, ha reiñ a reont titouroù resis eus stad ar vro a-raok an Dispac'h gall. En dokumantoù e vez kavet burutelladennoù eus foranerezh ar gouarnamant, an taosoù ameeun, taosoù an Iliz hag ar breinadur, ar gwir chaseal pe ar c'harg ofiser fiziet en noblañs nemetken.[4]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]