Kador ruz ha glas

Eus Wikipedia
Kador ruz ha glas
Dizagnour : Gerrit Rietveld
Bloavezh : 1917
Bro : Izelvroioù
Danvez : koad lakennet
Stil/luskad : De Stijl
Ment: 66x83x88cm
Livioù : du, ruz, glas ha melen

Ar Gador ruz ha glas a zo ur gador bet ijinet e 1917 gant Gerrit Rietveld. Un arouez e teir ment eus stil De Stijl eo. Ar gador orin a voe livet diouzh reolennoù De Stijl : du, gris ha gwenn. E 1918 e voe kemmet evit bezañ heñvel ouzh livadurioù Piet Mondrian, pa zizoloas Rietveld e labour. E 1919 e voe degemeret Rietveld e De Stijl. War ziskouez emañ ar gador en High Museum of Art, en Atlanta[1]. juntoù Rietveld a zo bet implijet da sevel anezhi.

Ur skeudenn eus ar gador e De Stijl niv. 11, miz Gwengolo 1919

War ziskouez e voe e skol-veur teknologiezh Delft – rann an arkitektouriezh e 2008. D'an 13 a viz Mae 2008 e oe distrujet ar savadur a-bezh gant un tangwall, met dont a reas a-benn ar bomperien da adtapout ar gador[2].

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. https://web.archive.org/web/20110101022824/http://www.high.org/main.taf?erube_fh=erblog&erblog.submit.PostDetail=true&erblog.blogid=31&erblog.BlogPostID=704 High Museum of Art
  2. Pennad-kelaouiñ diwar-benn an tangwall