KPV
| KPV | |
|---|---|
Ur vindrailherez KPV bet implijet gant Gward republikan Irak | |
| Kinnig | |
| Bro orin | |
| Doare | Mindrailherez ponner |
| Mont en-dro | Tennata dre argil |
| Munisionoù | 14,5 × 114 mm |
| Produer | Uzin Degtyaryov |
| Bloavezh krouidigezh | 1944 |
| Mare implij | Abaoe 1949 |
| Pouez ha muzulioù | |
| Mas (hep kartouchenn) | 49 kg |
| Hirder | 1.980 mm |
| Hirder ar c'hanol | 1.346 mm |
| Perzhioù all | |
| Lusk-tennañ | 600 tenn/mn |
| Hed-tenn efedus | 3000 m |
| Hed-tenn d'ar muiañ | 4000 m |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 1.005 m/s |
| Endalc'h | Gourizoù 40 kartouchenn |
| Adstummoù nesañ | Vickers MG 08 PM M1910 |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |
Ar vindrailherez ponner KPV (rusianeg : КПВ, KPV, ur gwreskanv evit Крупнокалиберный пулемёт Владимирова, Krupnokaliberny pulemyot Vladimirova, "Mindrailherez kalibr-uhel Vladimirov") zo un arm soviedel gant ur c'halibr 14,5 × 114 mm. Lakaet eo bet er servij da gentañ evel un arm troadegiezh (anvet PKP) e 1949.
Er bloavezhioù 1960, ar stumm mindrailherez ponner troadegiezh a oa paouezet da vezañ produet dre ma oa re hir ha re bonner an arm. Kemmet e voe neuze an tres evit treiñ an arm da unan enep nijerezioù. Un arm fiziapl-kenañ e oa a-enep karbedoù o nijal izel, hag efedus e oa betek 3 000 metr a-led ha 2 000 metr a-blom. Implijet e oa bet er rummad armoù ZPU enep nijerezioù. He ment kement hag he galloud distruj a oa bet gwelet evel efedus er stumm arm enep karbedoù hobregonet skañv ha dafaret, war ar rummad karbedoù BTR hag ar c'harbedoù sklêrijennañ BRDM-2.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Un SU-122-54 dafaret gant div KPVT
-
Stumm ZPU-1 gant ur c'hanol, stumm arm enep kirri-nij
-
ZPU-2 gant daou ganol enep kirri-nij
-
Tirlu Bangladesh, ur ZPU-4 pevar c'hanol enep kirri-nij
-
Polis Irak, un Dodge Ram dafaret gant ur c'h-KPV
-
2M-5 stumm dafaret d'ar morlu
-
Stumm morlu an 2M-5 dafaret war ul lestr torpeder rummad P 4
-
Stumm morlu 2M-7 (gwelet a-zirak)
-
Stumm morlu (gwel a-ziadreñv)
-
An MTPU 14,5 mm