K-Wagen
| Iskevrennad eus | Tank dreist-ponner |
|---|---|
| Bro orin | Impalaeriezh alaman |
Ar Großkampfwagen pe "K-Wagen" (berradur Kolossal-Wagen) a oa un tank dreist-ponner alaman ; daou brimpatrom a oa bet peuzechuet e dibenn ar C'hentañ Brezel-bed.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Even 1917, a-raok ma vije echuet sevel an tankoù A7V, Ministrerezh ar Brezel evit Alamagn en doa roet urzh da gregiñ gant steuñv un tank dreist-ponner da vezañ implijet evit toullañ an talbenn. An dizain a oa bet ijinet gant Joseph Vollmer, ur c'habiten adarmead hag ijinour hag a laboure evit ar Verkehrstechnische Prüfungskommission ("Burev Amprouiñ an Deknologiezh-Dezougen" eus al lu), harpet gant ur c'habiten Weger.
D'an 28 a viz Even 1917, Ministrerezh ar Brezel a oa savet a-du gant an dizain hag en doa goulennet dek skouerenn. Pemp da vezañ savet gant an uzin Riebe e Berlin ha pemp all gant Wegmann & Co. e Kassel.
Ar c'harbed orin a oa da gaout 165 tonenn a bouez met izelaet e oa bet buan a-benn tizhout 120 tonenn evit ma chomje fiñvus an tank. Evit en ober e oa bet bihanaet an hirder. Ment bras ha poouez hollek ar K-Wagen a vire ouzh fiñval anezhañ en un taol. Soñjet e oa bet neuze rannañ anezhañ e peder lodenn evit an dezougen gant an tren. Hag adsevel anezhañ dres a-dreñv al linennoù stourm lec'h ma vije da vezañ implijiet.
Daou gentpatrom a oa bet savet hervez urzhioù Hindenburg, met diechu e oant c'hoazh pa oa bet paouezet gant ar brezel, kollet e oa bet amzer gant an diouer a zanvez krai hag ar c'hevezerezh etre ar steuñvioù armoù lies.