Mont d’an endalc’had

Kémi Séba

Eus Wikipedia
Kémi Séba e 2007.

Kémi Séba ("Sterenn Zu" en egipteg kozh), lesanv politikel Stellio Gilles Robert Capo Chichi, zo ur stourmer hollafrikanour gall-ha-beninat ganet e Strasbourg d'an 9 viz Kerzu 1981.

D'e 14 vloaz e 1995 ec'h eas da chom da Rannvro Pariz gant e vamm hag e vreur. Kregiñ a reas da stourm e-barzh Nation of Islam. Kendiazezañ a reas ar Parti Kémite, ur strollad du, e 2002 hag ar vouezh-aotret e voe e-pad daou vloaz. E miz Kerzu 2004 e krouas Tribu Ka, ur strolladig hag a zo e bal difenn ar bobl du. E-kreiz ar gaoz hag ar gwarzh e vez alies er mediaoù. Tamallet e vez dezhañ bezañ gouennelour hag enepyuzev. Divodet e voe ar strollad e 2006 gant ar gouarnamant gall.

Dilojañ a reas da Senegal e miz C'hwevrer 2011. Lakaet eo war ul listenn levezonerien enepgall en Afrika c'hallek gant ar skingomz gall France Info. Dont a reas e 2013 da vezañ ur c'hroniker politikel evit 2sTV, chadenn brevez gentañ ar vro. Kregiñ a reas e vrud da greskiñ en Afrika c'hallek. Kenderc'hel a reas da labourat evit skinweloù all evel Afrique Média Tchad ha VoxAfrica.

Kendiazezañ a reas an AMG Urgences panafricanistes (Urpanaf) gant Toussaint Alain e miz Kerzu 2015. Stourm a ra an aozadur-se war dachenn ar justis sokial, an neveztrevadennouriezh, al Lur CFA, ha goubrenerezh ar Stadoù afrikan liammet gant ar Françafrique.

E miz Gwengolo 2017 e voe argaset Kémi Séba da Vro-C'hall gant ar pennadurezhioù senegalat evit bezañ devet ur bilhed Lur CFA, hag e miz Here ec'h eas d'en em staliañ a Venin.

Beajiñ a reas kalz en Afrika hag er bed evit kejañ gant politikourien, sindikalourien ha stourmerien. Degemeret eo bet e Rusia hag en Iran, div vro hag a sav a-enep "impalaerouriezh ar C'hornôg". E miz C'hwevrer 2018 eo degemeret e Gwadloup gant ar sindikalour Élie Domota. E miz Gwengolo 2018 e voe degemeret en Italia gant al Luskad Pemp Sterenn ha reiñ a reas dezho un teuliad diwar-benn al Lur CFA hag ar Françafrique. Un nebeud mizioù goude e voe fustet Bro-C'hall gant Luigi Di Maio hag Alessandro Di Battista abalamour d'an neveztrevadennouriezh gall en Afrika. Se zo kaoz da dennderioù diplomatek etre an div Stad.

E miz Genver 2018 voe deroet dezhañ an titl a zen politikel afrikat ar bloaz 2017 gant ar chadenn Africanews, war-lerc'h an doktor kongolat Denis Mukwege.

Embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]