Justin Ahomadegbé-Tomêtin

Eus Wikipedia

Justin Ahomadegbé-Tomêtin (16 a viz Genver 1917 - 8 a viz Meurzh 2002) a oa ur politikour eus Dahomey (Benin hiziv), bet prezidant ar vro.

Kentañ ministr e voe Ahomadegbé e gouarnamant Sourou-Migan Apithy etre miz Genver 1964 ha miz Du 1965 ha prezidant en etrekarg etre ar 27 hag an 29 a viz Du 1965. E penn kentañ ar bloavezhioù 1970 e voe en triad prezidanted (asambles gant Hubert Maga ha Sourou-Migan Apithy) a dlee ren Dahomey pep hini d'e dro. Prezidant e voe evel-se adalek an 8 a viz Mae betek ar 26 a viz Here 1972 ma voe distroadet gant Mathieu Kérékou. Bac'het e voe betek 1981.