Juscelino Kubitschek
- Ur bajenn disheñvelout Juscelino Kubitschek zo ivez.
Juscelino Kubitschek | |
---|---|
![]() | |
21vet prezidant Brazil | |
Anv badez | Juscelino Kubitschek de Oliveira |
Lesanvioù | E veurded Juscelino Kubitschek |
Deiziad ganedigezh | 12 a viz Gwengolo 1902 |
Lec'h ganedigezh | Diamantina, Minas Gerais, Brazil |
Aet da anaon | 22 a viz Eost 1976 (73 vloaz) |
Bro | ![]() |
Micherioù | Fizikour |
Sinadur | |
Skour | Strollad Sokial Demokratel |
Prezidanted Brazil | |
kemmañ ![]() |
Juscelino Kubitschek de Oliveira (distagadur portugalek: [ʒuseˈlinu kubiˈtʃɛk dʒ oliˈvejɾɐ]; 12 a viz Gwengolo 1902 – 22 a viz Eost 1976), anavezet ivez dre al lizhrennoù JK, a oa un dudenn bolitikel brudet-mat ha prezidant Brazil etre 1955 ha 1961[1] E-pad e respet e oa bet roet lañs bras d'an ekonomiezh ha war an dachenn bolitikel e oa sioul an traoù.
Eñ a zo bet enaouer mennozh savadeg ar gêrbenn nevez Brazilia.
Ur penn a oa a glaske reiñ lañs da steuñvioù war an hir dermen hag a lakae palioù uhel da dizhout evit dazont ar vro. Kubitschek a zo gwelet hiziv-an-deiz evel tad ar Brazil vodern. Hêrezh Kubitschek a zo gwelet c'hoazh evel unan a vad hag unan d'eus ar re frouezhusañ evit ar vro[2]

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Juscelino Kubitschek de Oliveira a zo bet ganet en ur familh paour e Diamantina, Minas Gerais. An tad João César de Oliveira (1872–1905) a oa ur marc'hadour-red gant gwriziennoù a orin Polonek don. Aet e oa da anaon pa oa 10 vloaz Juscelino nemetken.
A-benn neuze e oa bet desavet gant e vamm he unan Júlia Kubitschek (1873–1973), ur vestrez-skol gant orinoù eus Roumania ha Republik Tchek.
Studier donezonet-mat mont a ra etrezek hent ar vedisinerrezh.
Fin e vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aet eo da anaon er bloavezh 1976 en ur gwallzarvoud karr-tan. Er bloavezh 2013 ur c'hevredad-enklask war torfedoù an diktatouriezh milourel a ziskler ez eo bet lazhet Juscelino Kubitschek pe dre un irienn bolitikel, pe dre un irienn liammet gant bed an arc'hant pe ur gwalldaol bolitikel kaset da benn gant an diktatour Ernesto Geisel[3],[4].
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ " Brasil Escola "Governo Juscelino Kubitschek" gant Leandro Carvalho.
- ↑ Governo JK.
- ↑ Lalibre.De 10/12/2013: An ez-prezidant brazilian Kubitschek a zo bet muntret.
- ↑ The Guardian 10/12/2013: Kevredad-enklask Brazil evit ar gwirionez ar prezidant Kubitschek a zo bet muntret gant Jan Rocha ha Jonathan Watts .