Juliette Drouet

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Juliette Drouet
gant James Pradier

Juliette Drouet (Julienne Gauvain hec'h anv gwir) a oa bet ganet e Felger d'an 10 a viz Ebrel 1806.

Komedianez c'hall e oa, deuet da vezañ mil anavezet abalamour ma oa bet gwreg kleiz Victor Hugo hogos 50 vloaz-pad.

Aet e oa bet da Anaon e Pariz d'an 11 a viz Mae 1883. Douaret e oa bet e bered Saint-Mandé (Val-de-Marne a-vremañ).