Mont d’an endalc’had

Julia Lebel-Arias

Eus Wikipedia
Julia Arias e 1980 e Malta.
Julia Arias e 1980 e Malta.

Julia Arias, anavazet ivez evel Julia Lebel-Arias (Aguilares e proviñs Tucumán, en Arc'hantina, 10 a viz Meurzh 1946) a zo ur c'hoarierez echedoù arc'hantinat, gall ha monakoat.

Mestrez Etrebroadel (WIM) eo abaoe 1985[1].

Genver 2026: 1 723 eo he renk Elo Standard, 1 688 he renk Elo Fonnapl ha 1 729 he renk Elo Luc'hedenn[2]. 2 150 eo bet he renk Elo Standard uhelañ[3].

Julia Arias a zo bet ganet en Aguilares d'an 10 a viz Meurzh 1946. P'edo 22 vloaz e krogas da c'hoari ha pleustriñ an echedoù er Stentor Club e Villa Luro. Seizh miz war-lerc'h, e 1968, e kemeras perzh e Kampionad Meurgêr Buenos Aires (+ 6, = 3). Jacobo Bolbochán e voe he mestr kentañ, ha goude-se e kemeras kentelioù gant Oscar Panno. Adalek neuze e ouestlas he buhez d'an echedoù, c'hoari ha kelenn a reas e Klub echedoù Boca Juniors e karter La Boca e Buenos Aires. E 1978 e voe pedet da c'hoari e Tournamant etrebroadel ar Maouezi en Ieras (Okitania). Gallout a reas kemer perzh a-drugarez da skoazell arc'hant Miguel Najdorf, paeet he frejoù karr-nij gantañ. Gober a reas anaoudegezh gant ar c'hoarier gall Patrick Lebel ha dimeziñ a reas gantañ e 1980, dont a reas da vout gall.

Kevezadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kampionad Meurgêr Buenos Aires

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • C'hoari a reas e 1968, (+ 6, = 3).
  • Trec'h e voe e 1972, e 1973 hag e 1974.
  • Trec'h e voe teir gwezh : e 1983, e 1986 hag e 1990.

Tournamantoù takadel hag etretakadel ar Maouezi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kevezadegoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kampionad broioù bihan Europa (Maouezi)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemer a reas perzh er 1 kampionad e miz Du 2022[9].

Kampionad europat dre skipailh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoari a reas ouzh tablezenn gentañ adskipailh Bro-C'hall e 1997 en eil kampionad e Pula (Kroatia) (+2, =2, -2)[10].

C'hoariet he deus e skipailhoù Arc'hantina, Bro-C'hall ha Monako [11],[12] :

BloazTablezennNiverenn an Olimpiad (Maouezi)Bro ha kêrDisoc'h
197617Banniel Israel Israel, Haifa4/10 (+2, =4, -4)
197828Banniel Arc'hantina Arc'hantina, Buenos Aires6/11 (+4, =4, -3)
198029Malta Malta, Valletta5/12 (+3, =4, -5)
19823 (adskipailh)10Suis Suis, Luzern(+5, =2, -1)
1984211Gres Gres, Thessaloniki(+4, =5, -4)
1986112Banniel an Emirelezhioù Arab Unanet EAU, Dubai(+4, =2, -6)
1988213Gres Gres, Thessaloniki(+4, =3, -3)
1990214Yougoslavia Yougoslavia, Bled(+3, =2, -6)
20022 (adskipailh)19Slovenia Slovenia, Bled(+2, =1, -4)
2004(adskipailh)20Banniel Spagn Spagn, Calvià(+4, =5, -5)
2006421 Italia, Torino(+4, =0, -4)
2012322Banniel Turkia Turkia, Istanbul(+5, =3, -3)
2014123Banniel Norvegia Norvegia, Tromsø(+2, =3, -3)
2016124Banniel Azerbaidjan Azerbaidjan, Bakou(+2, =1, -6) [13].
2018425Banniel Jorjia Jorjia, Batoumi(+2, =2, -5) [14].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]