Juana María

Eus Wikipedia
Plakenn e koun da Juana Maria e bered Mision Santa Barbara.

Juana María (marvet d'an 18 a viz Here 1853) (dianav eo hec'h anv indian ha graet e veze anezhi: «Maouez hec'h-unan San Nicolas») a oa un Indianez eus ar meuriad Nicoleño hag a vevas hec'h-unan en Enez San Nicolas, er Channel Islands adalek 1835 betek na vije bet kavet e 1853. Kaset e voe d'an douar-bras en-dro, e Kalifornia, met ne c'halle ket komz gant den ebet, na gant Indianed all zoken. Pevar ger ha div ganaouenn dezhi a zo bet enrollet hag a ro da soñjal e komze unan eus ar yezhoù outoek-aztekek, eus Kalifornia ar Su, met n'eo ket sklaer eus peseurt skourr.