Ju Wenjun
Neuz

Ju Wenjun (sinaeg : 居文君 ; pinyin : Jū Wénjūn ; Jū eo an anv-familh, Wénjūn an anv-bihan), ganet d'an 31 a viz Genver 1991 e Shanghai, e Republik Pobl Sina[1] zo ur c'hoarierez echedoù sinaat.
Mestrez-veur (WGM) abaoe 2009, Mestr-meur (GM) abaoe 2014.
Pemp gwech eo bet kampionez vedel, Kampionez ar bed echedoù blitz, ha div wech Kampionez ar bed an echedoù prim evit ar merc'hed.
E miz Meurzh 2017 e teuas da vezañ ar 5vet maouez o tizhout ur renk Elo a 2 600[2].
2 559 edo he renk Elo Standard, 2 484 he renk Elo Fonnapl ha 2 458 he renk Elo Luc'hedenn e miz Ebrel 2026[3].2 604 eo bet he Renk Elo uhelañ, bet izhet e miz Meurzh 2017
Pemp gwech eo bet kampionez vedel, Kampionez ar bed echedoù blitz, ha div wech Kampionez ar bed an echedoù prim evit ar merc'hed.
Gounezet he doa titl Kampionez ar Bed echedoù evit ar merc'hed evit ar wech kentañ e Mae 2018. Goude-se he doa difennet he zitl e kampionad bedel ar maouezi e miz Gwengolo 2018, e 2020, e 2023 hag e 2025.
Gwelet termenadur ar grafik. |