Joshua Fishman
Joshua Aaron Fishman (Shikl Fishman,[1] Philadelphia, 18 a viz Gouere 1936 - 1añ a viz Meurzh 2015) a oa ur yezhoniour stadunanat. Labouret en deus war tachennoù ar sokioyezhoniezh, ar steuñviñ yezhel, ar politikerezhioù yezh, an deskadurezh divyezhek...
Ganet e voe en ur familh yuzevien eus Philadelphia ha studioù war ar yiddish a reas. Dont a reas da vezañ arbennigour war an divyezhegezh hag al liesyezhegezh, ha treiñ a reas e selloù ouzh ar yezhoù minorelaet ha sevel a-du gant ar re o difenne. Kelenn a reas e meur a skol-veur e Stadoù Unanet Amerika, e New York hag e Kalifornia dreist-holl. Hag alies ivez e voe o prezegenniñ e skolioù-meur all dre ar bed. Embann a reas meur a zek levr ha meur a gant pennad e kelaouennoù yezhoniezh. E-touez e levrioù e c’haller menegiñ Reversing language Shift: Theory and Practice of Assistance to Threatened Languages, embannet e 1991, pe Can Threatened Languages Be Saved?, embannete e 2000.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Zuckermann, Ghil'ad (2012). "Introduction to the Joshua A. Fishman comprehensive bibliography", International Journal of the Sociology of Language (Int’l. J. Soc. Lang.) 213: 149-152.