Josef Salvat

Eus Wikipedia
Ur pennad Salvat zo ivez.

Josef Salvat, bet ganet d'ar 27 a viz Here 1988 e Sydney, a zo ur c'haner aostralian.

Berzh a reas evit ar wech kentañ pa voe o kanañ sonenn Rihanna Diamonds en ur bomm bruderezh skignet gant Sony.

Kanañ a ra e saozneg hag e galleg en e ganaouennoù Open Season (Une autre saison) ha Paradise (Le paradis nous trouvera).

E gentañ albom, Night Swim, a zo deuet er-maez d'an 23 a viz Here 2015 e Bro-C'hall ha d'an 19 a viz C'hwevrer 2016 er bed a-bezh, evel pladenn vinil ha CD deluxe ivez. 16 kanaouenn zo e-lec'h 12 war an albom deluxe.

Un nebeud pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

EP[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • In Your Prime (2015)
  1. "Open Season" (4:03)
  2. "This Life" (3:42)
  3. "Shoot and Run" (4:23)
  4. "Diamonds" (4:07)

Singles[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Diamonds (2014)
  • Hustler (2015)
  • Open season (2015)
  • Till I Found You (2015)
  • Paradise (2015)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]