Mont d’an endalc’had

José Antonio Kast

Eus Wikipedia
José Antonio Kast
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhChile Kemmañ
Anv ganedigezhJosé Antonio Kast Rist Kemmañ
Anv-bihanJosé Antonio Kemmañ
Anv-familhKast Kemmañ
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolekRist Kemmañ
Deiziad ganedigezh18 Gen 1966 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSantiago de Chile Kemmañ
TadMichael Kast Kemmañ
Breur pe c'hoarMiguel Kast, Bárbara Kast Kemmañ
PriedPía Adriasola Kemmañ
BugelJosé Antonio Kast Adriasola Kemmañ
FamilhKast family Kemmañ
Yezh vammspagnoleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg, alamaneg, saozneg Kemmañ
Micheralvokad, politiker Kemmañ
Tachenn labourgwir, Politikerezh Kemmañ
ImplijerPontifical Catholic University of Chile, Economical and Administrative Sciences Faculty, Pontifical Catholic University of Chile Kemmañ
Kargdeputy of Chile, President-elect of Chile Kemmañ
Bet war ar studi eGerman School Santiago, Pontifical Catholic University of Chile Kemmañ
Lec'h annezBuin Kemmañ
Lec'h labourSantiago de Chile Kemmañ
Emezelet ouzhFrente Social Cristiano Kemmañ
Strollad politikelIndependent Democratic Union, politikour dieub, Republican Party of Chile Kemmañ
Relijion pe kredennKatoligiezh Kemmañ
LuskadMirouriezh, anti-abortion movement, right-wing antiglobalism Kemmañ
Ezel eusColegio de Abogados de Chile Kemmañ

José Antonio Kast, ganet d'an 18 a viz Genver 1966 e Santiago, zo un alvokad ha politikour chilean, bet kannad proviñs Santiago etre 2002 ha 2018, ha dilennet da brezidant ar Republik d'ar 14 a viz Kerzu 2025.

Dont a ra eus ur familh niverus a-orin alaman. Miguel Kast, unan eus e vreudeur, a voe ministr e-pad renad Augusto Pinochet ha rener Bank Kreiz Chile. Ezel ha prezidant an Unaniezh Demokrat Dizalc'h (UDI) e voe a-raok krouiñ ar Strollad Republikan e 2019. Ur frankizour-mirour eo. War ar renk e voe e dilennadegoù ar prezidant e 2017, hag echuiñ a reas er bevarvet plas gant 7,9 % eus ar mouezhioù en dro gentañ. Danvez-prezidant e voe pevar bloaz war-lerc'h, e penn an disoc'hoù en dro gentañ a-raok koll an dilennadegoù en eil tro e-tal Gabriel Boric gant 44,13 % eus ar mouezhioù. War ar renk e voe adarre e 2025 evit dilennadegoù prezidant ar Republik ha dilennet e voe ar wech-mañ gant ouzhpenn 58% eus ar mouezhioù[1].

Mennozhioù politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Katolik pleustrer eo, ha difenn a ra ur politikerezh mirour ha frankizour. Deskrivet eo bet gant lod evel unan eus an tu-dehoù pellañ, ar pezh zo bet dinac'het gantañ[2]. Disklêriet en deus en amzer dremenet e soutene renad Augusto Pinochet. Difenn a ra ur politikerezh ekonomikel diazezet war ar marc'had dieub. War an dachenn sokial en deus embannet e oa a-enep an diforc'hidigezh, an eutanaziezh hag an dimeziñ heñvelrevel. Disklêriet en deus e felle dezhañ serriñ an harzoù etre Chile ha Bolivia evit stourm a-enep an enbroañ e-maez lezenn hag an trafikerezh drammoù.