Jon Snow

Eus Wikipedia
Jon Snow gant Ghost

Jon Snow zo un dudenn ijinet e bed an heuliad romantoù fantasy A Song of Ice and Fire gant ar skrivagner stadunanat George R. R. Martin, hag an adsevel doare stirad skinwel Game of Thrones. Er romantoù, e vez kontet ul lodenn vat eus an istor drezañ. Unan eus tudennoù brudetañ ha karetañ an heuliad eo. Evit an New York Times e vez laret eus Jon Snow ez eo unan eus gwellañ krouadennoù ar romantour. Jon eo tudenn bennañ ar stirad skinwel Game of Thrones. E istor, e lodenn ziwezhañ ar c'houlzad 5 dreist-holl, zo bet ur ranngalon evit an arvesterien. Martezeadennoù lies a zo savet a-fed orinoù familh an dudenn.

Skoed ardamez an Tiegezh Stark
Skoed ardamez an Night Watch