Joko Widodo

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Joko Widodo

Joko Widodo (ganet d’an 21 a viz Mezheven 1961) zo ur politikour eus Indonezia. Prezidant e vro eo, ar 7vet hini en istor ar stad. Ezel eo eus ar Partai Demokrasi Indonesia Perjuangan (PDIP) ha maer Surakarta e voe etre 2005 ha 2012 ha gouarnour Jakarta eus 2012 da 2014. Dilennet e oa bet da brezidant ar Republik e miz Gouere 2014, da gemer lec'h Susilo Bambang Yudhoyono. Emañ en e garg abaoe an 20 a viz Here 2014.