John Wayne Gacy
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv e yezh-vamm an den | John Wayne Gacy |
| Anv-bihan | John, Wayne |
| Anv-familh | Gacy |
| Anv | John Wayne Gacy |
| Moranv | Pogo the Clown, The Killer Clown |
| Treuzskrivadur API | GAY-see |
| Deiziad ganedigezh | 17 Meurzh 1942 |
| Lec'h ganedigezh | Edgewater |
| Deiziad ar marv | 10 Mae 1994 |
| Lec'h ar marv | Stateville Correctional Center |
| Doare mervel | kastiz ar marv |
| Abeg ar marv | lethal injection |
| Tad | John Stanley Gacy |
| Mamm | Marion Elaine Robinson |
| Pried | Marylynn Myers, Carole Hoff |
| Yezh vamm | saozneg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Kondaonet evit | muntr, tagadenn reizhel, Sodomiezh, Boureverezh, drouktunerezh |
| Micher | furlukin, livour, lazher a steudad |
| Tachenn labour | muntr a heuliad |
| Bet war ar studi e | Northwestern College, Prosser Career Academy, Cooley Vocational High School |
| Lec'h annez | Cicero, Norwood Park Township |
| Deroù ar prantad labour | 1972 |
| Dibenn ar prantad labour | 1978 |
| Strollad politikel | Strollad Demokratel |
| Relijion pe kredenn | dizoueegezh |
| Komzoù diwezhañ | Kiss my ass. |
| Had as last meal | fried shrimp, Kentucky Fried Chicken, fritez, Fragaria |
| Anvet diwar | John Wayne |
| Darvoud-alc'hwez | serriñ, kastiz ar marv |
| Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
John Wayne Gacy, ganet d'ar 17 a viz Meurzh 1942 ha lakaet d'ar marv d'an 10 a viz Mae 1994, a oa ul lazher a steudad ha torfedour reizhel stadunanat hag en doa gwallet, jahinet ha muntret d'an nebeutañ 33 paotr yaouank etre 1972 ha 1978 en Norwood Park Township, ur bannlev eus Chicago, en Illinois. Anavezet e oa gant al lesanv "Killer Clown" dre ma oa boas d'ober abadennoù fent furlukinerezh a-raok ma vije dizoloet e oa ur muntrer.
Gacy en doa sevenet e holl vuntroù en e di e-giz ur ranch. Kustum e oa da zesachañ e breizh betek e di ha goude-se e teue a-benn da lakaat dezho grizilhonoù tro-dro d'o arzornioù o kontañ dezho e oa o vont da seveniñ un dro-hud. Gwallet e oant goude-se ha lazhet mouget pe taget gant ur rolt. 26 den a oa bet douaret e goullo yec'hedel an ti, ha tri all a oa bet douaret e lec'h all en douaroù en-dro d'an ti ; pevar a voe bannet er stêr Des Plaines.
Gacy a oa bet kondaonet e 1968 evit sodomiezh a-enep ur paotr yaouank e Waterloo, en Iowa, ha kondaonet da 10 vloaz toull-bac'h. Chomet e oa eno 18 miz nemetken. Lazhet en doa ar c'hentañ paotr e 1972, daou all e 1975, ha lazhet 30 ouzhepnn ur wech dizimezet diouzh e eil gwreg e 1976. An enklask evit kavout ar c'hrennard Robert Piest e Des Plaines a oa bet kaoz e oa bet harzet Gacy d'an 21 a viz Kerzu 1978.
Gacy a oa bet kondaonet evit 33 muntr (lazhet gant un den nemetken), ar pezh en doa lakaet anezhañ da vezañ ar gwashañ muntrer en istor lezennel ar Stadoù-Unanet. Gacy a oa bet kondaonet d'ar marv d'an 13 a viz Meurzh 1980. Lakaet e voe d'ar marv dre un ensinkladur marvus e toull-bac'h Stateville d'an 10 a viz Mae 1994.