John Steele (harzlammer)

Eus Wikipedia
John Steele bloavezh dianav.

Ar soudard John M. Steele (ganet d'an 29 a viz Du 1912 e Metropolis (Illinois) hag aet d'an Anaon d'ar 16 a viz Mae 1969 e Fayetteville, NC) a oa un harzlamemr stadunanat a voe stanket a-istribilh ouzh tour iliz Sainte-Mère-Église, ar gêriadenn gentañ e Normandi a voe dieubet gant an United States Army e-pad an D-Day, d'ar 6 a viz Even 1944.

An oberiadur-brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An nozvezh a-raok an dilestradeg en Normandi (5-6 a viz Even 1944), soudarded stadunanat eus an 82nd Airborne a lammas war ur zonenn er gornôg da Sainte-Mère-Église dre gwagennoù lies. Ar gêriadennig a oa bet bombezet gant kirri-nij ha tan a oa bet plantet dre unan eus ar vombezennoù-tan en un ti e reter plasenn an ti-kêr.

John Steele distroet goude ar Brezel da welet an tour lec'h ma oa chomet a-istribilh e-pad nozvezh ar 5 a viz Even 1944.

Kleier tour an iliz a oa o senniñ evit gervel an dud rak ar bombezadeg hag an tan. tud ar gêr dindan selloù an Alamanted o devoa savet ur chadenn-denel evit lazhañ an tan-gwall.

Adsevel eus John Steele.

Da 1eur vintin, ar blasenn a oa leuniet gant tud ar gêriadenn ha soudarded Alaman. Dres pa errue daou vagad harzlammerien eus ar 1añ hag an 2l vatalion.

An harzlammerien a ao palioù aes da dizhout. Steel a oa bet unan eus ar re nemetañ da vezañ chomet hep gloazadenn. Chomet e oa a-istribilh eus tour an iliz dre ma oa stanket e harzlamm ouzh unan eus begoù an tour iliz. An harzlamm a oa stanket gant ar gerdinn tennet d'ar greñvañ, ne c'helle ket fiñval.

An harzlammerien gloazet a oa astennet war al leur oc'h ober vann bezañ marvet ha chom a rejont div eur evel-se. Goude-se e voent harzet ha prizoniet an holl anezho memes Steele. Deuet e oa a-benn da derc'hout diouzh an Alamanted ha da adkavout e zivizion pa voe taget ar gêriadennig gant soudarded an 3de Batalhion eus ar 505th Parachute Infantry Regiment. Prizoniet e voe ganto 30 Alaman ha lazhet 11 all. Enoret e voe John Steele gant medalenn ar Bronze Star for valor kement ha gant ar Purple Heart evit bezañ bet gloazet er stourm.

Goude ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gloazet e oa bet met gant chañs e oa deuet a-benn da zreistvevañ. Kendalc'het en deus e vuhez pad da zont da weladenniñ ar gêriadenn ha deuet e oa da vezañ keodedour à enor Sainte-Mère-Église. Un davarn a zo hiziv-an-deiz c'hoazh anvet John Steele, nepell eo diouzh ar blasenn vras. Dalc'het e vez bev memor ar soudard dre poltriji lies, lizhiri personel ha pennadoù kazetenniñ ouzh ar vogerioù.

Restr:Sainte-Mère-Église Window 1a.jpg
Gwerenn iliz Sainte-Mère-Église. Ar Werc'hez Vari gant harzlammerin stadunanat, unan anezho a zo John Steele.

Steele a zo aet d'an Anaon d'ar 16 a viz Mae 1969, e Fayetteville, NC dre ur c'hrign-bev eus ar gouzoug.