John Neely Kennedy
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv e yezh-vamm an den | John Neely Kennedy |
| Anv ganedigezh | John Neely Kennedy |
| Anv-bihan | John, Neely |
| Anv-familh | Kennedy |
| Deiziad ganedigezh | 21 Du 1951 |
| Lec'h ganedigezh | Centreville |
| Micher | politiker, alvokad |
| Implijer | Buddy Roemer, Murphy J. Foster |
| Bet war ar studi e | Skol-veur Oxford, University of Virginia School of Law, Vanderbilt University, University of Virginia, Magdalen College |
| Diplom skol-veur | Bachelor of Arts, Doctor of Laws |
| Lec'h labour | Washington D.C., Baton Rouge |
| Strollad politikel | Strollad Demokratel, Strollad Republikan |
| Relijion pe kredenn | United Methodist Church, Methodism |
| Niverenn bellgomz | +1-202-224-4623 |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.johnkennedy.com/ |
John Neely Kennedy, ganet d'an 21 a viz Du 1951, zo ur politikour hag alvokad stadunanat hag a oa bet junior e Sened ar Stadoù-Unanet evit Louiziana abaoe 2017. Ezel eus ar Strollad Republikan, servijet en doa evel teñzorer Stad Louiziana eus 2000 betek 2017, evel sekretour Departamant arc'hant Louiziana eus 1996 betek 1999,[1] ha kuzulier ispisial hag ezel eus kabined ar gouarnour Buddy Roemer eus 1988 betek 1992.[1]
Ganet eo e Centreville, e Mississippi, Kennedy a oa bet o studiañ e skol-veur Vanderbilt ha Skol-veur Gwir Virginia a-raok mont da Oxford evit studiañ donoc'h ar Gwir. E 1988, ar gouarnour Buddy Roemer en doa choazet Kennedy evit dont da vezañ kuzulier lezennel ha goude-se sekretour ar c'habined .[2] Goude-se e oa aet kuit diouzh kabined Roemer e 1991 ha klasket en aner da vezañ dilenent evel Penn prokulor Louiziana evit an Demokrated. E 1999, e voe dilenent evel teñzorer Stad; adilenent e voe e 2003, 2007, 2011, ha 2015. Kennedy a oa bet trec'het o keveziñ evit dilennadegoù ar Sened stadunanat e Louziana e 2004 hag e 2008 c'hoazh. E 2007, en doa cheñchet strollad ha troet da Republikan.
Buhez personel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En desped da gaout ar raganv ha memes anv familh evit ar 35vet prezidant stadunanat, n'eo ket liammet gant ar Familh Kennedy eus Massachusetts.[3]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha 1,1 Bridges, Tyler (2022-11-14). John Kennedy says he is seriously considering race for governor, releases poll (en).
- ↑ Louisiana governor's race surprise: Sen. Kennedy won't run.
- ↑ Akers, Mary Ann (June 13, 2008). "The Sleuth: John Kennedy, a Politician by Any Other Name."]The Washington Post.