Johann Nikolaus von Dreyse
Neuz

Johann Nikolaus von Dreyse, ganet d'an 20 a viz Du 1787 e Sömmerda (neuze e Kurmainz, Alamagn a-vremañ) ha marvet d'an 9 a viz Kerzu 1867 er memes kêr, a oa un armeurer alaman, brudet evit bezañ ijinet ur fuzuilh karget dre he c'hulasenn, dezhi ur spilhenn hag a dreuze ur gartouchenn baper klok evit tennañ. Awenet e oa gant labourioù e vestr bet, Jean Samuel Pauly. Ar fuzuilh Dreyse a voe dibabet gant an armeoù prusian e 1841. Implijet e voe e emgann Sadowa a-enep Aostria e 1866, hag er brezel a-enep Frañs e 1870-1871. Ur mell araokenn deknikel e oa an arm-mañ, pa rae ar braz eus an armeoù european d'ar poent-se gant fuzuilhoù karget dre o beg hiroc'h da adkargañ[1].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Fusil prussien d'Infanterie Dreyse modèle 1841, POP, 28/02/2020 (lennet d'an 12/06/2025)