Mont d’an endalc’had

Jericho 941

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant Jericho (misil).
Jericho 941
Skeudenn ar pennad Jericho 941

Ur bistolenn Jericho 941F
Kinnig
Bro Banniel Israel Israel
Doare Pistolenn damaotomatek SA/DA
Mont en-dro Tennata dre argil berr
Munisionoù 9 mm Parabellum
.40 S&W
.45 ACP
9 × 21 mm IMI
.41 AE
Produer IMI
Mare produiñ Abaoe 1990
Pouez ha muzulioù
(stumm standart)
Mas (hep kartouchenn) 1,092 kg
Hirder 210 mm
Hirder ar c'hanol 115 mm
Perzhioù all
Endalc'h Karger fiñv 15 kartouchenn (e 9 mm Para)
Karger fiñv 12 kartouchenn (e .40 S&W)
Karger fiñv 10 kartouchenn (e .45 ACP)
Adstummoù Gwelet en destenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Jericho 941 zo ur bistolenn damaotomatek produet adalek 1990 gant Israel Military Industries (bremañ Israel Weapon Industries) en Israel. Dont a ra hec'h anv eus an daou vunision implijet e stummoù kentañ an arm, an 9 mm Parabellum hag an .41 AE. Ijinet e voe evit ezhommoù Tsahal, a felle dezhi kaout un arm-dorn standart hepken e plas ar re lies implijet betek-neuze, CZ 75 pe Colt M1911 en o zouez[1]. Produet e vez en Israel, hag e uzin IWI US e Middletown (Pennsylvania) abaoe 2018[2].

Implijet e vez gant armeoù meur a vro evel India, Jorjia ha Su Korea. Gwerzhet eo bet war ar marc'had sivil dindan meur a anv, er Stadoù-Unanet dreist-holl, en o zouez Baby Eagle, Baby Desert Eagle, pe Desert Eagle, pa glaske he froduer tennañ gounid eus brud an Desert Eagle er vro-se, daoust d'an div bistolenn bezañ disheñvel[3].

Awenet eo ar Jericho 941 gant ar CZ 75 tchek, ha pezhioù implijet evit he sevel er penn-kentañ a veze produet gant an embregerezh italian Tanfoglio, a broduas ivez stummoù deveret eus ar bistolenn dchek (T90 ha T95). Ur bistolenn dezhi ur blatinenn un-ober ha daou-ober eo, gant ur sistemm tennata dre argil berr. E dir e oa he stummoù kentañ, met hiziv e kaver reoù savet e polimer ivez. Ul loc'henn-dizarmiñ a zo war stummoù zo. Gellet a ra an arm bezañ kambret evit ar .45 ACP hag an .40 S&W bremañ, ha dilezet eo bet an .41 AE gant ar broduerien. Pourvezet eo gant kargerioù fiñv dezhe div golonenn, disheñvel o endalc'hoù diouzh kalibr ar munisionoù. Disheñvel eo ar stummoù produet hiziv diouzh o danvez (dir pe polimer), o c'halibr, hag o sistem surentez[4].

Ar Fort-21 produet gant an embregerezh ukrainat Fort zo deveret eus ar Jericho 941.

  1. (en) SEARSON Mike, The IMI Jericho 941, Gun Mag Warehouse, 28/08/2023 (lennet d'an 22/01/2024)
  2. (en) SAGI Guy J., IWI's Jericho 941: Alive And Well, American Rifleman, 09/03/2022 (lennet d'an 22/01/2025)
  3. (en) POPENKER Maxim, Jericho 941, Modern Firearms (lennet d'an 22/01/2025)
  4. (en) IWI Jericho war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 22/01/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan