Jelvestr III
Jelvestr III Pab an Iliz katolik roman | |
---|---|
Ganedigezh | tro ar bloavezh 1000 e Roma |
Dilennet da bab | 20 a viz Genver 1045 |
Dibenn e baboni | 10 a viz Meurzh 1045 |
En e raok | Benead IX |
War e lerc'h | Benead IX |
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg | |
kemmañ ![]() |
Jelvestr III (e latin: Silvester III), Giovanni de' Crescenzi Ottaviani e anv-tiegezh, ganet tro ar bloavezh 1000 e Roma ha marvet e 1046, a oa bet dilennet da bab an Iliz katolik roman d'an 20 a viz Genver 1045. Dilennet e voe e-pad an tri miz ma oa bet argaset ar pab Benead IX eus Roma. Biskoazh avat ne voe kadarnaet ha tamallet e voe outañ bezañ prenet e zilennerien. Sellet e veze outañ evel un enep-pab; torret diwar e garg e sened-iliz Sutri ha distreiñ a reas d'e eskobiezh evit doare.