Mont d’an endalc’had

Jean de Derval

Eus Wikipedia
Jean de Derval
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanJean Kemmañ
Deiziad ganedigezh1430 Kemmañ
Deiziad ar marv9 Gouere 1482 Kemmañ
Lec'h ar marvKastell-Geron Kemmañ
PriedHélène de Laval Kemmañ
Micherbibliophile Kemmañ
KargBaron Kemmañ
Perc'henn warKastell Derwal Kemmañ
ardamez Jean de Derval hag Hélène de Laval, Paris, Levraoueg Mazarine, ms. 1595, f. 001, De dictis et factis memorabilibus de Valère-Maxime

Jean de Malestroit, deuet da vezañ Jean de Derval goude marv e vamm, a varvas e Kastell-Geron d'an 9 a viz Gouere 1482. Ur soudard breizhat e oa ha patron bras embannnadur levrioù[1]. Unan eus nav baron Breizh e oa er XVvet kantved.

Jean de Malestroit a oa ganet war-dro 1430, mab da Geoffroy de Chateaugiron, anvet ivez de Malestroit, ha da Valence de Chateaugiron, hêrez da aotrouien Rougé ha Derval.

Tra ma ne varvas e dad nemet e 1463, Jean de Malestroit a resevas Kastell Derwal da hêrezh e 1435 war-lerc'h marv Valence.

E 1451 e voe anvet Jean de Malestroit da varon gant an dug Pêr II. Kement-se a dostaas ouzh lez an dug. Neuze, ur pennad goude, e voe savet kastell Derval da varonelezh, ha Jean de Malestroit a zeuas da vezañ "Jean de Derval" hepken.

Dimezet da Hélène de Laval e 1450, Jean de Malestroit, anvet ivez Jean de Derval, goude bezañ bet ivez baronelezh Kastell-Geron war-lerc'h e vamm, a zeuas da vezañ an aotrou anezhi hag e reas e annez e kastell Kastell-Geron .

Goude bezañ stourmet ouzh ar Saozon en anv rouaned Bro-C'hall hag an duged e kendalc'has da servij an dug Frañsez II, dont a reas da vezañ letanant-jeneral evit difenn an dugelezh, d'ur mare ma oa tenn an traoù etre ar roue Loeiz XI hag an dug. Savet e voe d'ar renk a varon ha garedonet gant Urzh an Erminig hag ar Pennoù-ed.

Ger-stur ar familh, "Sans plus" (Netra muioc'h), a c'hell bezañ komprenet evel "netra a-us deomp".

Mervel a reas e Kastell-Geron d'an 31 a viz Mae 1482, hep lezel hêr ebet. Beziet e voe en abati Notre-Dame de la Vieuville en Epiniac, evel e wreg e 1500[2] .

Un aotrou, patrom an arzoù hag al levrioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jean de Derval a zastumas ul levraoueg hag a zo anavezet bremañ evel unan eus al levraouegoù brudetañ e dibenn ar XVvet kantved[3]. Broudañ a reas ur skoazell evit al levrioù hag an dornskridoù skeudennet. Unan eus al levrioù brudetañ urzhiet gantañ e oa dornskrid Compillation des cronicques et ystoires des Bretons gant Pierre Le Baud[4]. Tud all estregetañ a oa dedennet gant al levrioù, met dreistordinal e oa an niver bras a levrioù a oa gantañ.

Brasoc'h e oa e zastumad eget hini an duged. Ennañ e oa levrioù eurioù, levrioù istor, Brevial ​​ar Vretoned, oberennoù Ciceron, ha lod eus al levrioù kentañ bet moullet e Breizh.

E 1482 e tremenas aotrouniezhioù Komborn, Malastreg, Kastell-Geron, Ruzieg ha Derwal da Frañsez Reoz, merc'h da Yann IV Reoz (marvet e 1518), aotrou Reoz, hag e wreg kentañ, Frañsez Raguenel (marvet e 1418). Merc'h e oa Françoise Raguenel da Jean Raguenel, beskont La Bellière, ha da Gillette de Malestroit, c'hoar da Jean de Malestroit, anavezet evel Jean de Derval[5]. Françoise de Rieux (marvet d'an 30 a viz Here 1532) a zimezas da François de Laval-Chateaubriant, aotrou Kastell-Briant (1464-1503), d'an 31 a viz Eost 1482, hag o doe diskennidi.

  1. (fr) Jean-Luc Deuffic, Jean de Derval, bibliophile breton du xve s., Pecia, vol. 7,‎ 1er janvier 2009, p. 197–216
  2. (fr) Du Paz, Histoire Généalogique de plusieurs maisons de Bretagne, p.171
  3. (fr) Karine Grégoire, Edition scientifique des Chroniques des rois, ducs et princes de Bretagne de Pierre Le Baud, d’après le manuscrit 941 conservé à la Bibliothèque municipale d’Angers, thèse de doctorat, UNAM - Université Nantes Angers Le Mans, 2015
  4. (fr) Pierre Le Baud, secrétaire de Jean, sire de Derval., Compillation des Cronicques et ystores des Bretons, Bibliothèque nationale de France. Département des Manuscrits. Français 8266, 1401-1500
  5. (fr) Amédée Guillotin de Corson, Les grandes seigneuries de Haute-Bretagne, Tome II, Paris, réédition le Livre d'Histoire, p. 95