Jean Rohou

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Jean Rohou

Jean Rohou zo bet ganet e 1934 e Gwikourvest, Bro-Leon. Kelenner skol-veur eo bet e Skol-veur Breizh-Uhel ha studiet en deus kalz oberennoù Racine. War e leve en deus skrivet al levr Fils de Plouc (div lodenn embannet gant Ouest-France), ma kont e vugaleaj.

Difenn a ra ar brezhoneg un tamm bennak, ha Diwan zoken, muioc'h eget kelennerien vrezhoneg zo bepred, hervez e savboent ha n'eo ket hini un emsaver, met hini un test eus e amzer, eus e vetoù, ha seul briziusoc'h a se eo e desteni. Daou levr a bouez evit ar vrezhonegerien hag an holl re troet gant istor hag emdroadur Breizh en XXvet kantved.