Jean Jaurès

Eus Wikipedia
Jean Jaurès
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv ganedigezhAuguste Marie Joseph Jean Léon Jaurès Kemmañ
Anv-bihanJean Kemmañ
Anv-familhJaurès Kemmañ
Deiziad ganedigezh3 Gwe 1859 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCastras Kemmañ
Deiziad ar marv31 Gou 1914 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Killed byRaoul Villain Kemmañ
Lec'h douaridigezhPanthéon, Chaudun Kemmañ
Breur pe c'hoarLouis Jaurès Kemmañ
PriedLouise Bois Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlatin, esperanteg, galleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Tachenn labourprederouriezh Kemmañ
ImplijerL'Humanité, La Dépêche du Midi, University of Toulouse Kemmañ
Kargkannad gall, kannad gall, Prezidant Kemmañ
Bet war ar studi eÉcole normale supérieure, Lycée Louis-le-Grand, Collège Sainte-Barbe Kemmañ
Bet studier daBernard Germa Kemmañ
Lec'h labourPariz Kemmañ
Strollad politikelSFIO Kemmañ
Diellaouet gantArchives nationales Kemmañ
Prizioù resevetConcours général, agrégation de philosophie Kemmañ
DastumadCapitole de Toulouse Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Jean Jaurès

Jean Jaurès (anv leun: Auguste Marie Joseph Jean Léon Jaurès) bet ganet d'an 3 a viz Gwenholon 1859 e Castras (Castres), en Okitania, ha drouklazhet e Pariz (Bro-C'hall) d'an 31 a viz Gouere 1914.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Politikour gall e oa. Drouklazhet eo bet e Pariz, d'an 31 a viz Gouere 1914 gant Raoul Villain. Prezeger ha dileuriad sokialour anezhañ, eo brudet evit bezañ a-enep ar brezel, e koulz ar Brezel-bed kentañ. Ganet eo bet e Castres e 1859 en ur familh a vourc'hizien uvel. Ur skoliad donezonet eo ha dont a ra da vezañ skoliad e lise Louis Le Grand e Pariz. E 1878 eo degemeret e Normale Sup', kentañ er genstrivadeg dirak Henri Bergson. E 1881 en deus bet e "agrégation" e Prederouriezh, en trede renk. Mont a ra da gelenner, neuze. Difenn a ra Alfred Dreyfus, tamallet da vezañ treitour gant an arme, ha klask harpañ ar Republik. Nec'het bras eo gant gant ar brezel a zeu. Gervel a ra gant ar strollad sokialour nevez-krouet gantañ ha gant mouezh e gazetenn "l'Humanité" al labourerien da herzel al labour a-enep ar brezel. Kaz o deus ar vroadelourien c'hall outañ. Drouklazhet eo e tavarn "le Croissant", d'an 31 a viz Gouere 1914, nebeut amzer goude marv Franz Ferdinand, hêr Aostria-Hungaria.