Jean-Louis Hamon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jean-Louis Hamon

Jean-Louis Hamon (5 a viz Mae 1821 e Plouha[1] - 29 a viz Mae 1874 e Saint-Raphaël, Var) a oa ul livour breizhat.

Mab e oa da Yves-Gilles Hamon, kere, ha da Marie-Angélique Kemper. E 1840 e tivroas da Bariz evit mont da livour. E 1848-1849 e tiskouezas e oberoù kentañ hep nemeur a verzh. E 1851 avat, da vare diskouezadeg hollvedel Londrez, e resevas ur priz evit un arched gwerniset. Meur a briz a resevas er bloavezhioù da heul.

La Comédie Humaine, 1852

Daveenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Skrid ganedigezh, dielldi Aodoù-an-Arvor