Mont d’an endalc’had

James Thomson (barzh)

Eus Wikipedia
James Thomson

James Thomson (11 a viz Gwengolo 1700 – 27 a viz Eost 1748) a oa ur barzh hag un dramaour skosat .

Ganet e oa en Ednam e Roxburghshire, ha aet e oa war ar studi da skol-veur Dun-Edin. Pa oa studier c'hoazh e voe embannet e gentañ dastumad barzhonegoù. Jed Valley dreist-holl, al lec'h ma oa bet desavet, a oa an danvez an oberenn . Soñjet en doa kemer ur stad a vuhez en Iliz, met dilezel a rea ar c'hentelioù abalamour ma veze kavet abeg en e brezegennoù a vije bet re rikamanet .

E 1725 ez eas da Londrez. O chom edo en East Barnet da gentañ ha diwezhatoc'h e Richmond e 1736[1].

E Londrez eo en em gavas gant skrivagnerien brudet all, en o zouez ur c'henvroad skosat, David Mallet. Buan e reas berzh hag e sachas evezh ha bri Frederick, Priñs Kembre, a harpe war an dachenn bolitikel. Embannet e voe un dastumad eus e varzhonegoù anvet The Seasons e 1730, dediet da George Lyttelton, hag e teuas da vezañ kulator mab Sir Charles Talbot, ha goude Solicitor-General.

A-drugarez da Lytttelton e teuas da vezañ sekretour e Lez ar C'hañsellerdi, hag e oberenn a-bouez kentañ, Liberty (1734]]) a oa dediet da Briñs Kembre. Skrivañ a reas ivez meur a bezh c'hoari, en o zouez Trajedienn Sophonisba (1730) hag e kenlabouras gant Mallet evit ar vaskaradenn Alfred a voe c'hoariet evit ar wezh kentañ e Cliveden, bro priñs ha priñsez kembre. Pozioù Thomson evit "Rule Britannia", skrivet evel ul lodenn eus ar vaskaradenn-se ha lakaet war un ton gant Thomas Arne, a zeuas da vezañ unan eus ar sonioù brogarour breizhveurat ar muiañ anavezet - daoust d'ar vaskaradenn da vezañ bet disoñjet penn-da-benn.

Goude marv Talbot, e kollas Thomson evezh ar priñs, hag e echuas e amzer gant The Castle of Indolence, e oberenn ar gwellañ anavezet, a voe embannet tre a-raok e varv.

Ur breud savet diwar-benn ar gwirioù embann war unan eus e oberennoù, The Seasons a zegasas daou diviz lezennel a-bouez (Millar v. Taylor; Donaldson v. Beckett) en istor ar gwirioù skridaozañ (copyright).