Mont d’an endalc’had

James S. A. Corey

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant James Corey, Priz Nobel ar Gimiezh e 1990
James S. A. Corey

Daniel Abraham ha Ty Franck e 2024.
James S. A. Corey
Maread 2011 – bremañ
Luskad Skiant-faltazi
Pennoberenn The Expanse (9 levrenn)
Daniel Abraham
Anv klok Daniel James Abraham
Ganedigezh 14 a viz Du 1969
Albuquerque (New Mexico)
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Micher Romantour, senarioour, produer.
Luskad Skiant-faltazi, fantazi, euzh.
Ty Franck
Anv klok Ty Corey Franck
Ganedigezh 18 a viz Mae 1969
Portland (Oregon)
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Micher Romantour, senarioour, produer.
Luskad Skiant-faltazi, fantazi, euzh.

James S. A. Corey eo anv-pluenn un daouad skrivagnerien stadunanat, Daniel James Abraham ha Ty Corey Franck, o deus aozet ar steudad romantoù skiant-faltazi The Expanse, ur space opera anezhi. Unan eus ar romantoù Star Wars zo bet sinet ganto ivez.

Savet eo bet an anv-pluenn diwar anvioù-kreiz D. James Abraham ha T. Corey Franck, tra m'eo S. A. pennlizherennoù anv-bihan merc'h D. Abraham.

D. Abraham ha T. Franck

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok ganedigezh « James S. A. Corey », Daniel Abraham, bet ganet e Portland (Oregon) 1969, en doa graet berzh gant an 12 levr en doa skrivet war dachenn ar skiant-faltazi, ar fantazi hag an euzh : gounezet an International Horror Guild Award e 2005[1], diuzet evit an Nebula Award e 2006[2], ar World Fantasy Award e 2008[3] hag an Hugo Award er memes bloaz[4].

E-keit-se, Ty Franck, bet ganet e 1969 ivez met en Albuquerque (New Mexico) en tu all d'ar Stadoù-Unanet, ne oa ket chomet arouarek ivez pa oa o skrivañ senariooù evit ar skinwel ; evit a sell ouzh al lennegezh e oa bet darbarer George R. R. Martin — ouzhpenn se e oa bet unan eus skrivagnerien ar skipailh a aoz ar stirad skiant-faltazi Wild Cards dindan goursell G. R. R. Martin ha Melinda M. Snodgrass.

« James S. A. Corey » a voe ganet e 2011 pa voe embannet Leviathan Wakes, kentañ levr ar steudad The Expanse ; diuzet e voe ar romant-se e 2012 koulz evit an Hugo Awards e rann ar romant gwellañ[5] ha gant al Locus Awards e rummad ar gwellañ romant skiant-faltazi[6].

An aozerien a zivizas kenderc'hel da genlabourat, ha c'hwec'h levr all a skrivjont er steudad The Expanse, ar c'hwec'hvet o tont er-maez e 2017. Abaddon's Gates (2013), trede romant ar space opera, a c'hounezas ul Locus Award e 2014[7]. E 2017 e voe diuzet The Expanse gant an Hugo Awards er rann "Gwellañ steudad"[8], a zeroas ur priz dezhi e 2020[9]. E 2021 e voe embannet Leviathan Falls, diwezhañ romant The Expanse.

Kenlabourioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-keit ha ma skrive James S. A. Corey romantoù hir The Expanse ec'h aozas levrioù all berroc'h e-maez ar steudad hogen kenstur ganti. Un istor berr e voe an hini kentañ, The Butcher of Anderson Station — A Story of The Expanse, a gont istor Fred Johnson, unan eus tudennoù pennañ The Expanse ; e 2011 e voe embannet e stumm ul levrel (ul levr elekronek). Ul levrel all, Gods of Risk, a zeuas er-maez e 2012. Er memes bloaz e voe embannet un istor berr anvet The Drive en teskad Edge of Infinity. Ur romant berr, The Churn, a zeuas er-maez e 2014 a-raok oberennoù all, e bed The Expanse bepred.

Un istor berr dizalc'h diouzh The Expanse a voe embannet e 2013, A Man Without Honor ha lakaet en teskad Old Mars prientet gant George R. R. Martin[10]. Sinet gant James S. A. Corey ivez e voe ar romant Honor Among Thieves e 2014 er steudad Star Wars.

E miz Mae 2018, Orbit Books a gemennas edo an daouad o skrivañ ur space opera all, tri levr ennañ ha distag diouzh hollved The Expanse[11]. The Mercy of God (2024) eo kentañ levr an trifezh-se, anvet The Captive's War.

Romantoù hir
  1. Leviathan Wakes (2011).
  2. Caliban's War (2012).
  3. Abaddon's Gate (2013).
  4. Cibola Burn (2014).
  5. Nemesis Games (2015).
  6. Babylon's Ashes (2016).
  7. Persepolis Rising (2017).
  8. Tiamat's Wrath (2019).
  9. Leviathan Falls (2021).
Romantoù berr
  • Memory's Legion (teskad) :
    • The Butcher of Anderson Station (2011) ;
    • Drive (2012) ;
    • Gods of Risk (2012) ;
    • The Churn (2014) ;
    • The Vital Abyss (novella, 2015) ;
    • Strange Dogs (novella, 2017) ;
    • Auberon (novella, 2019) ;
    • The Sins of Our Fathers (novella, 2022) ;
  • The Last Flight of the Cassandra (lakaet er c'hoari video RPG The Expanse: The Role-playing Game, 2019).

The Captive's War

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Romantoù hir
  1. The Mercy of Gods (2024).
  2. The Faith of Beasts (da zont e miz Ebrel 2026)[12]# (Titl ebet, war skrivañ).
Romantoù berr
  • Livesuit (2024)

Romantoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Star Wars: Honor Among Thieves (Star Wars: Empire and Rebellion, levrenn 2, 2014).

Istorioù berr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • A Man Without Honor", en teskad Old Mars (2013).
  • Silver and Scarlet, e Star Wars Insider niverenn 148 (2014).
  • The Drones, e Popular Science (2015)[13].
  • Rates of Change, en teskad Meeting Infinity (2015).
  • The Hunger After You're Fed, e Wired (2016)[14].
  • How It Unfolds, e The Far Reaches niverenn 1 (2023).
  • Judas Iscariot Didn’t Kill Himself: A Story in Fragments, en teskad The Last Dangerous Visions (2024).

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket bet troet The Expanse e brezhoneg c'hoazh (miz Meurzh 2026) diwar saozneg SUA.
Gant Les Éditions Actes Sud en Arles (Bouches-du-Rhône) ez eo bet embannet ar steudad e galleg, 6 192 pajenn enni (5 062 bajenn en embannadurioù saoznek orin).

  1. L'Éveil du Léviathan (troet gant Thierry Arson), 2015 – 704 f. (ISBN 978-2-330-05112-9)
  2. La Guerre de Caliban (T. Arson), 2016 – 720 p. (ISBN 978-2-330-06453-2)
  3. La Porte d'Abaddon (T. Arson), 2018 – 688 p. (ISBN 978-2-330-09699-1)
  4. Les Feux de Cibola (T. Arson), 2019 – 624 f. (ISBN 978-2-330-11716-0)
  5. Les Jeux de Némésis (troet gant Yannis Urano), 2020 – 704 f. (ISBN 978-2-330-13076-3)
  6. Les Cendres de Babylone (Y. Urano), 2020 – 720 p. (ISBN 978-2-330-14099-1)
  7. Le Soulèvement de Persépolis (Y. Urano), 2021 – 704 f. (ISBN 978-2-330-15711-1)
  8. La Colère de Tiamat (Y. Urano), 2022 – 672 p. (ISBN 978-2-330-17102-5)
  9. La Chute du Léviathan (Y. Urano), 2023 – 656 p. (ISBN 978-2-330-18381-3)


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.