Mont d’an endalc’had

James Ransone

Eus Wikipedia
James Ransone
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJames Finley Ransone III Kemmañ
Anv-bihanJames, Finley Kemmañ
Anv-familhRansone Kemmañ
Anv berrJames Ransone Kemmañ
Deiziad ganedigezh2 Mezheven 1979 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBaltimore Kemmañ
Deiziad ar marv19 Kerzu 2025 Kemmañ
Lec'h ar marvLos Angeles Kemmañ
Doare mervelemlazh Kemmañ
Abeg ar marvkrougañ Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micheraktour skinwel, aktour(ez) sinema, aktour, muziker Kemmañ
Tachenn labouracting, film acting Kemmañ
Bet war ar studi eCarver Center for Arts and Technology, School of Visual Arts Kemmañ
Deroù ar prantad labour2001 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour2025 Kemmañ
Oberenn heverkThe Wire, Sinister, It: Chapter Two Kemmañ
Generational suffixL615860-F1 Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://baike.sogou.com/v63032205.htm Kemmañ

James Finley Ransone III, ganet d'an 2 a viz Even 1979 hag aet da Anaon d'an 19 a viz Kerzu 2025, a oa un aktour stadunanat. Brudet e oa bet gant roll Ziggy Sobotka en eil koulzad ar stirad skinwel drama The Wire, ar c'haporal Josh Ray Person er berrstirad brezel ha drama Generation Kill (2008), an archer er filmoù dreistnaturel ha spont Sinister (2012) ha Sinister 2 (2015), Chester en Tangerine (2015), Eddie Kaspbrak gour en It Chapter Two (2019), ha Max en The Black Phone (2021).

Ransone a oa marvet e 2025 e Los Angeles, e Kalifornia, oadet a 46 vloaz. Marvet eo dre en em grougañ.

Buhez personel ha marv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa oadet a 27 vloaz, Ransone a oa tapet gant an dramm heroin ha dle en doa dastumet, betek 30 000 a zollarioù. Deuet e oa a-benn da baouez gant an dramm[1].

E Mae 2021, Ransone en doa skrivet war Instagram e oa bet taget reizhel gant ur c'helenner matematik prevez e ti e dud e 1992[2]. Bet e oa o vont da welet polis kontelezh Baltimore e miz Meurzh 2020, met nac'het e oa bet gant ar polis mont pelloc'h evit un enklask. Pennoù skolioù publik kontelezh Baltimore a oa bet kelaouet eus ar rebechoù, hervez ar polis; pennoù ar reizhiad skolioù o devoa embannet e oant bet kelaouet eus ur "gudenn" met a oa chomet hep embann peseurt obererezh a oa bet lakaet da dalvezout[3].

Ransone a oa dimezet gant Jamie McPhee[4] ha daou vugel o doa bet[5]. Marvet eo dre emlazh[6] e Los Angeles, e Kalifornia, d'an 19 a viz Kerzu 2025, oadet a 46 vloaz[7][8].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]