Mont d’an endalc’had

James Purdey & Sons

Eus Wikipedia
Audley House, sez an embregerezh e karter Mayfair (Londrez).

James Purdey & Sons zo ur saver armoù-tan chase a-stroñs, bet krouet e 1814 ha diazezet e Londrez (Bro-Saoz). Unan eus pourvezerien armoù ofisiel familh roue ar Rouantelezh-Unanet eo[1].

James Purdey, bet ganet e karter Whitechapel (Londrez) e 1784, a oa mab d'ur gov. Goude bezañ desket seizh vloaz war ar vicher a armeurer ez eas da labourat e 1805 evit Joseph Manton, un armeurer brudet. Tri bloaz war-lerc'h e voe implijet gant Alexander Forsyth, ijiner an emorsoù kentañ evit ar platinennoù-skeiñ[2].

E 1814 e tigoras e stal dezhañ e-kichen Leicester Square[3]. Asambles gant e vreur, anvet James ivez, ijinañ a reas e 1851 ar garabinenn express kentañ, da lavaret un arm chase dezhañ daou ganol rizennet. E 1858 e werzhas an tad ar stal d'e vab. Er memes bloaz e produas an embregerezh e gentañ fuzuilh karget dre he c'hulasenn[2].

Gwinterez ur fuzuilh Purdey.

E 1868 e resevas James Purdey mab e warrant kentañ a-berzh Albert Edward, priñs Kembre, a zeuas da vezañ roue dindan an anv Edward VII war-lerc'h. Kement-mañ a aotree dezhe gwerzhañ o armoù d'ar familh roueel. E 1877 e teuas James III hag Athol, mibien goshañ James, da ren ar stal asambles gantañ. D'ar poent-se e tapas an embregerezh e anv a-vremañ, James Purdey & Sons[2]. C'hwec'h vloaz war-lerc'h, e 1883, dilojañ a rejont d'al lec'h m'emañ ar stal hiziv an deiz, e 57-58 South Audley Street. E dibenn an XIXvet kantved e voe savet nevezintioù war armoù Purdey evel an draen nemetañ hag an distrinkerioù[2].

E-pad ar Brezel-bed Kentañ e produas Purdey kouchoù Norman evit mindrailherezioù savet war vourzh ar c'hirri-nij brezel ha lunedennoù evit fuzuilhoù-resisted ar sniperien. 32 vicherour a servijas evel armeurerien er British Army. E 1923 e werzhas an embregerezh e fuzuilh gentañ dezhi kanolioù dreistlakaet[4], hag e 1931 e produas he fuzuilh gentañ gant ur vorailh, diazezet war ar wikefre Mauser. E-pad an Eil Brezel-bed e savas Purdey moulloù ha gobarioù armoù. Gwastet e voe savadur an embregerezh gant ur vombezadeg alaman e miz Ebrel 1941, met gellet a reas adkregiñ prim gant e obererezhioù. Al Long Room, ur saloñs er savadur, a zegemeras Dwight D. Eisenhower hag e skipailh e deroù 1944 pa oant o prientiñ an dilestradeg e Normandi. Er bloavezhioù 1970 e tigoras Purdey lec'hioù produiñ nevez e karter Hammersmith, en ur virout e stal gozh war Audley Street[2].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) DALLAS Donald, James Purdey & Sons Gun and Rifle Makers: Two Hundred Years of Excellence, Quiller Publishing, 2013, 472 p., ISBN 978-1846891649

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) List of royal warrants holders war lec'hienn ar Royal Warrants Holders Association (pellgarget d'ar 06/10/2025)
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 ha2,4 (en) Timeline war lec'hienn Purdey (lennet d'ar 06/10/2025)
  3. (en) MATTHEWS Robert, The Legacy of James Purdey & Sons, Sporting Classics Daily, 16/05/2025 (lennet d'ar 06/10/2025)
  4. (en) The First Purdey Over & Under, The Vintage Gun Journal, miz Genver 2024 (lennet d'ar 06/10/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan