Jakez Kroc'hen

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Jakez Kroc’hen e oa anv-skingomz Pêr Eliaz, anavezetoc’h evel Pierre-Jakez Hélias, brudet evel oberour ‘’ Le Cheval d’Orgueil ’’ .

E 1947 e voe embannet, er gelaouenn Ar Falz, kelaouenn skolaerien ar skolioù-stad, un dastumad pezhioù, farsadennoù kentoc’h, gant Jakez Kroc’hen ha Gwilhou Vihan, lesanvioù daou Vigouter, Pêr Eliaz ha Pêr Trepoz. Anv an dastumad e oa « Biskoaz kemend-all » .

Da neuze e oa Eliaz o paouez bezañ anvet da « rener an abadennoù brezhonek » e-barzh « Radio Roazhon-Breizh » . Mont a rae a-wechoù, er bloavezhioù kentañ, gwisket gant dilhad ar Vro-Vigoudenn, e-barzh festoù aozet gant an tu-kleiz (PCF, CGT) da gaozeal brezhoneg.

Un danevell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En danevell Testoù eus ur c’hantved all, gant Yann Gerven , e teu teir gallez da c’houlennata un den kozh eus kanton Kallag, hag a ra Jakez Kroc’hen anezhe o-zeir.

Ar vuhez goude Jakez Kroc’hen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa guitao Elias ar skingomz e teuio Charlez ar Gall, eus Ar Falz ivez, en e lec’h. Hennezh a grogo gant an abadennoù skinwel ivez. Goude-se e vo tro Fañch Broudig, a chomo betek ar bloavezhioù 1980. E 1981, pa erruo an tu-kleiz e gouarnamant Bro-C’hall e vo trihanteret skingomz Breizh gant krouidigezh Radio Breizh-Izel e Kemper, Radio-Armorique e Roazhon, ha Radio Loire-Océan e Naoned. Ar re-se avat a vo klevet en FM. Kenderc’hel a ray an abadenn vrezhonek gant Fañch Broudig e PO e-pad ur pennad, ha goude lakaet en FM. Dilezel a raio ar skingomz e-kerzh ar bloavezhioù 1980, met chom a raio e penn ar skinwel brezhonek betek 2007.

Er skingomz e tremeno Mikael Baudu, a c’hallo lakaat an abadenn da greskiñ eus un eurvezh da ziv, Denez Prigent (brudetoc’h evel kaner eget evel brezhoneger), ha Glen Jegou, a welo e amzer o tigreskiñ eus div eur da un eur. Bremañ ne vez ket selaouet an abadenn kalz ken: kemmet he deus re alies, ne vez ket brudet, ne vez ket brezhoneg mat atav, ha ne vez klevet nemet en ul lodenn eus Breizh-Uhel , bro Radio-Armorique.

Gwir eo ez eus skingomzoù brezhonek all er vro. Met hini ebet evit Breizh a-bezh. Ha n’eus hini ebet a c’hallfed klevout e Roazhon pe Naoned.

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ronan Calvez, La Radio en Langue bretonne. Roparz Hemon et Pierre-Jakez Hélias : deux rêves de la Bretagne, Presses Universitaires de Rennes 2 (PUR), 2000, [ISBN 2868475345]

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]