Jaizkibel

Eus Wikipedia
Menez Jaizkibel, gwelet eus Angelu,
en Iparralde.
Hendaia hag aber ar Bidassoa gwelet eus menez Jaizkibel en Hegoalde.

Jaizkibel zo ur menez a 547 m uhelder, dirak ar mor, war aod roc'hellek Gipuzkoa, en Euskal Herria, er reter da gêr Donostia, pe, resisoc'h, etre porzhioù Pasaia (er c'hornôg dezhañ) ha Hondarribia (er reter dezhañ), war lez kleiz aber ar Bidassoa .

Meur a veg-douar zo : evel punta Biosnar, pe punta Turulla, ha Beg ar Fiezenn.

Gwelet e vez eus kêrioù Irun, Hondarribia ha Hendaia er reter, eus Donostia, Pasaia, Errenteria ha Lezo er c'hornôg, hag eus pelloc'h c'hoazh.

Redadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War hentoù ar menez e tremen bep bloaz ar redadeg war varc'h-houarn Clasica San Sebastian.