Jacques Boucher de Perthes

Jacques Boucher de Perthes, pe hervez e anv klok Jacques Boucher de Crèvecœur de Perthes, ganet d'an 10 a viz Gwengolo 1788 e Perthes (bremañ en Ardennes) ha marvet d'ar 5 a viz Eost 1868 e Abbeville (Somme) a voe rener ar maltouterezh ha skrivagner gall. Brudet eo dreist-holl evit e oberoù e bed an arkeologiezh hag an araokadennoù en deus degaset war anaoudegezh ar Ragistor.
Maltouterezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1804 e krogas Jacques Boucher de Perthes da labourat evit ar maltouterezh gall e Abbeville, evel e dad. Anvet e voe da enseller e burev Boulogne e 1811, ha da is-penn e renerezh ar maltourerezh e Pariz e 1812. Aesaet e voe e red-micher gant Napoleon, ha Boucher de Perthes en doe un darempred gant Pauline Bonaparte, c'hoar an impalaer gall. Pa voe-eñ diskaret e voe kaset Boucher de Perthes da labourat er Ciotat e-pad c'hwec'h miz, hag e Montroulez, eus 1816 betek 1824. E 1825 e c'hallas distreiñ da labourat e maltouterezh Abbeville.
Labourioù war orin Mab-den
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An hini kentañ eo a embannas, a-drugarez da ostilhoù produet gant Mab-den ha da eskern loened kavet e sabreg Menchecourt-lès-Abbeville er bloavezhioù 1840, e oa tud a-raok mare al Liñvadenn Veur evel deskrivet er Bibl. Deuet e oa a-benn da dermeniñ e oa bet hinoù disheñvel war an Douar ; hervezañ e oa bet teir anezhe da heul, unan drovanel da gentañ, unan skornek war-lerc'h, hag unan gerreizh, hiziv an deiz. Ijinet en deus Jacques Boucher de Perthes meizad ar stratigrafiezh, a zo c'hoazh unan eus diazezoù an arkeologiezh evit termeniñ oad ur gavadenn.
Afer javed Moulin-Quignon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1863 e savas reuz e meteier an arkeologourien tro-dro d'ur javed den bet kavet e Moulin-Quignon (bremañ en ur c'harter eus Abbeville), hag a voe implijet gant Boucher de Perthes evel prouenn ouzhpenn d'e deorienn war orin Mab-den. A-benn ar fin e prouas ur bodad arkeologourien gall ha saoz e oa unan fals, bet kavet gant micherourien c'hoant gante tapout ar sammad daou c'hant lur prometet gant an arkeologour da neb a gavje tammoù eskern Mab-den eno.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Marie-Françoise Aufrère, L’Homme antédiluvien selon Boucher de Perthes (1788-1868) : divagations théoriques et vraies découvertes scientifiques, labourioù ar Comité Français d’Histoire de la Géologie, Troisième série, T. XXI, 2007
- (fr) Claudine Cohen ha Jean-Jacques Hublin, Boucher de Perthes, les origines romantiques de la préhistoire, Paris, Belin, 1989, nevesaet hag adembannet gant « Le Livre de Poche », 2018
- (fr) Claudine Cohen, Boucher de Perthes, écrivain raté, scientifique réussi ?, 2000
- (fr) Adrien Joron, Boucher de Perthes est-il le fondateur de la préhistoire ?, e Bulletin de la Société d'émulation d'Abbeville, 1946