Jacobo Bolbochán
Neuz
Jacobo Bolbochán (Azul, Proviñs Buenos Aires, Arc'hantina, 26 a viz Kerzu[1] 1906 - Buenos Aires, Arc'hantina, 29 a viz Gouhere 1984) a oa ur c'hoarier echedoù arc'hantinat. Breur e oa d'ar c'hoarier Julio Bolbochán.
E 1965 e teuas da vout Mestr Etrebroadel (IM).
2 420 eo bet e renk Elo Standard uhelañ[2].
Kevezadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Trec'h e voe div wezh e Buenos Aires e 1931[4]hag e 1932[5], war Isaías Pleci bewezh.
- Beskampion e voe e 1933[6], e 1935, war-lerc'h Roberto Grau (bet c'hoariet e 1936)[7], e 1937 war-lerc'h Guimard, e 1946 e voe eil-trede, rampo gant Maderna war-lerc'h e vreur Julio ha war-lerc'h Carlos Maderna e 1950 .
- Trede e voe e 1945, war-lerc'h Herman Pilnik hag Héctor Rossetto.
- Eil-trede e voe e 1946, rampo gant Carlos Maderna, war-lerc'h Julio Bolbochán.
- Trede-pevare e voe e 1952, rampo gant Guimard, war-lerc'h Miguel Najdorf ha Rubén Shocrón.
C'hoari a reas e skipailh Arc'hantina: [8] :
| Bloaz | Tablezenn | Niverenn an Olimpiad | Bro ha kêr | Disoc'h |
|---|---|---|---|---|
| 1935, miz Eost | 2 | 6 | 8/21 (+ 6,= 12,- 1) , tapout a reas ar vedalenn arem hiniennel. | |
| 1937, mizioù Gouere hag Eost | 2 | 7 | 3,5/12 (+ 2,= 5,- 5) | |
| 1939, mizioù Gouere hag Eost | 3 | 8 | 13/19(+ 10,= 6,- 3), tapout a reas ar vedalenn arem hiniennel[9]. | |
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (es) Hervez Gaige hag El Ajedrez Argentino Gouhere 1950, met "29 a viz Du" hervez Mundo del Ajedrez Ebrel-Mae 1973, pajenn 112
- ↑ (en)Chess Tempo
- ↑ (es)Campeonato de Argentina, Ajedrez de ataque
- ↑ (es)El Ajedrez Americano, Mae 1930
- ↑ (es)El Ajedrez Americano, C'hwevrer 1931
- ↑ (es)El Ajedrez Americano, Kerzu 1933
- ↑ (es)El Ajedrez Americano, Gouhere 1936
- ↑ (en)OlimpBase
- ↑ (en)OlimpBase :: the encyclopaedia of team chess