J. G. Anschütz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

J.G. Anschütz, anvet peurliesañ Anschütz, zo un embregerezh armoù hiniennel alaman bet krouet e 1856, ha diazezet hiziv an deiz e Ulm (Baden-Württemberg). Produiñ a ra armoù a bep seurt kalibroù, met brudet eo dreist-holl evit e bistolennoù hag e fuzuilhoù dre aer gwasket pe dezhe munisionoù skoet war o zro evit ar sportoù tennañ hag ar biatlon.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krouet e voe an embregerezh e 1856 gant Julius Gottfried Anschütz, mab d'ar mestr armeurer Johann Heinrich Anschütz, evit produiñ pistolennoù bihan doare Flobert, e Zella-Mehlis (Thüringen). Un atalier bihan e oa d'ar poent-se, met kreskiñ a reas ar stal, ha dilec'hiet e voe evit savadurioù brasoc'h e 1896. D'ar poent-se e oa 76 implijad ennañ. Pa varvas e grouer e 1901, e vibien Fritz hag Otto a zeuas da vezañ mistri nevez an embregerezh, a gendalc'has da greskiñ. E 1935 e oa 550 den o labourat en ti[1]. E dibenn an Eil Brezel-bed e 1945 e voe serret an embregerezh dre redi gant Soviediz[2].
Addigoret e voe an embregerezh e 1950 e Ulm, dindan an anv J.G. Anschütz GmbH. Produiñ a rae neuze armoù dre aer gwasket hepken. Kregiñ a rejont da vezañ implijet gant kampioned tennañ evel Max Schmeling[1]. Peder medalenn aour a voe gounezet gant karabinennoù Anschütz da vare C'hoarioù Olimpek hañv 1960. Hiziv an deiz e werzh an embregerezh e armoù e ouzphenn 90 bro[2].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en)(de) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (de) ANSCHÜTZ Firmengeschichte über 165 Jahre und SECHS Generationen, war lec'hienn an embregerezh (lennet d'ar 07/05/2025)
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) A Brief History of Anschutz, Shooting Sports USA, 13/09/2018 (lennet d'ar 07/05/2025)