Mont d’an endalc’had

Jöran Persson

Eus Wikipedia
"Erik XIV ha Karin Månsdotter" (Jöran Persson a-zehoù), gant Georg von Rosen (1871)

Jöran Persson, skrivet ivez Göran Persson, ganet e-tro 1530 hag aet da Anaon d'an 21 a viz Gwengolo 1568, a oa kuzulier pennañ ar roue Erik XIV eus Sveden. Ur c'huzulier doujet bras gant ar roue e oa ha penn rouedad spierien ar rouantelezh. Sellet a reer outañ evel un doare Makiavel, o kaout re a c'halloud war ar roue Erik. Div wech e oa bet skarzhet ar roue eus ar galloud ha bep taol e oa bet harzet ar c'huzulier raktal gant an noblañsoù uhel. An eil gwech e voe lakaet d'ar marv dre jahinañ ha dibennet nebeut amzer goude bezañ harzet.

Kondaonet e voe buan-ha-buan d'ar marv dre vreviñ ouzh ar rod, jahinet garv e voe ivez a-raok bezañ dibennet etre an 18 hag an 21 a viz Gwengolo. E vamm a oa bet kondaonet d'ar marv ivez, da vezañ lazhet gantañ. Lammet he devoa eus ar marc'h a gase anezhi d'al lec'h jahinañ ha marvet he oa.