Jérôme Kerviel

Eus Wikipedia
Jérôme Kerviel, Pop Finance Crowfunding, 2015

Jérôme Kerviel (ganet d'an 11 a viz Genver 1977 e Pont-'n-Abad) zo un oberour-marc'hadoù a labour er bank gall Société Générale abaoe Miz Eost 2000, ha tamallet dezhañ, gant ar renerien, bezañ kaoz d'ar bank da vezañ kollet 4,9 miliard a euroioù etre 2007 ha 2008, koll biskoazh brasoc'h gant ur bank a-hervez.

Disfiz zo war pegen gwir eo tamalloù ar bank, ha penaos en dije gallet Kerviel koll kemend-all hep sachañ evezh ar renerien.

Barn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ur prosez kroget d'an 8 a viz Mezheven 2010, ma oa tamallet Jérôme Kerviel da vezañ graet « faosoni, filouterezh, falskelaouiñ ur sistem urzhiataerezioù ». D'ar 24 e c'houlennas ar prokulor 5 bloaz bac'hidigezh a-grenn. D'ar 5 a viz Here 2010 e voe embannet e gablusted, ha kondaonet an den da 5 bloaz bac'hidigezh, gant ur goursez 2 vloaz. Ha ret dezhañ paeañ d'ar bank 4,9 miliard a euroioù evit e zigoll. Galv zo bet graet gant an alvokad, Olivier Metzner.

El lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • L'engrenage : mémoires d'un trader, Jérôme Kerviel, Flammarion, 2010
  • La semaine où Jérôme Kerviel a failli faire sauter le système financier mondial, Hugues Le Bret, Les Arènes, 2010
  • Dans la tête de Jérôme Kerviel, le trader qui gagnait 1,4 milliard d'euros, Michel Prouteau, CreateSpace Independent Publishing Platform, 2016

Er sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]