Ivan Martchouk
| Ivan Martchouk | |
|---|---|
| Іва́н Марчу́к | |
| Ganedigezh | 12 a viz Mae 1936, Moskalivka Distrig Lanovets, oblast Ternopil |
| Broadelezh | |
| Broioù | |
| Micher | Livour |
| Stummadur | Skol-veur vicherel an Arzoù kinklañ hag an Arzoù pleustrek, Lviv (1956) Ensavadur an Arzoù pleustrek ha kinklañ, Lviv (1965) |
|
| |
| Enorioù | |
|
| |
| Web | ivan-marchuk.com/ |
Ivan Stepanovitch Martchouk (ukraineg : Іва́н Степа́нович Марчу́к), bet ganet d'an 12 a viz Mae 1936 e Moskalivka, a oa en URSS da neuze, zo ul livour ukrainat. Brudet eo dre m'en deus ijinet un teknik en deus anvet pliontanizm (Пльонтанізм, diwar пльонтати pliontati, "gwiadiñ", "plezhenniñ").
Ul livour meur eo en Ukraina, a zo bet anvet da Arzour Pobl Ukraina hag en deus bet ar Priz Broadel Taras Chevtchenko. Un ezel a enor eo en Akademiezh Ukraina an Arzoù, hag ur c'heodedad a enor e kêrioù Ternopil, Kyiv ha Kanev.
E 2006 e voe degemeret Ivan Martchouk gant Akademiezh Etrebroadel an Arzoù Kempred (International Academy of Contemporary Art) e Roma er renk "Gild Aour" (Golden Guild), hag e zilennas da ezel a enor e Kuzul skiantel an Akademiezh[1]. Ar wezh kentañ e voe ma voe anavezet un arzour ukrainat gant un aozadur ken uhel e live.
E miz Here 2007 e voe lakaet an arzour er 72vet lec'h el listenn 100 Geniuses of Modernity savet gant ar gazetenn vreizhveurat The Telegraph[2].
D'an 8 a viz Mezheven 2024, un daolenn gant I. Martchouk anvet Savet eo al loar a-us an Dnipro (Зійшов місяць на Дніпром) a dizhas 300 000 dollar en ur werzh diouzh ar c'hresk e Kyiv[3] ; biskoazh ne oa bet ken uhel priz un oberenn gant un arzour ukrainat a vremañ[4].
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 12 a viz Mae 1936 e voe ganet Ivan Martchouk e kêriadenn Moskalivka en un tiegezh gwiaderien a oa brudet er c'horn-bro e Republik Polonia, a voe aloubet gant URSS, hag a zo en oblast (rannvro) Ternopil en Ukraina hiziv.
E 1951, goude bezañ bet skoliataet e-pad seizh vloaz, ec'h eas da studiañ e Skol-veur vicherel an Arzoù kinklañ hag an Arzoù pleustrek e Lviv ma voe diplomet e 1956, oadet a 20 vloaz. Goude e amzer soudard e kendalc'has gant e studi e rann ar c'hroc'hanerezh en Ensavadur an Arzoù pleustrek ha kinklañ, e Lviv bepred, ma voe diplomet e 1965.
Adalek 1959 hag a-hed dek vloaz pe dost e voe Ivan Martchouk en ur skol nann-akademek bet savet gant ur c'helenner dezhañ, ma veze kelennet al lennegezh, ar sonerezh hag ar relijion ouzhpenn d'an arzoù kaer. Eno e tisplegas d'an izili all a-zivout luskadoù ar sevenadur er bed, ha pajennoù kuzh Istor Ukraina[5].
E 1965-1968 e labouras e rann an danvezioù dreistkalet en Akademiezh Ukrainat ar Skiantoù. Goude-se ha betek 1984 e voe e Labouradeg an Arzoù savadurel ha kinklañ e Kyiv[6], ha tra ma sevene e gefridioù micherel e live ar pezh a blije dezhañ[5]. Pa guitaas al Labouradeg e 1984 e voulc'has e respet evel arzour krouer.
Dipitet-bras ma voe gant an hollveliouriezh soviedel ha dre ma veze harellet dizehan gant Poellgor Surentez ar Stad (KGB) e klaskas kuitaat URSS[5]. Adalek [1989]] betek 2001 e vevas en Aostralia, e Kanada hag e Stadoù-Unanet Amerika. Koulskoude e tistroas da Ukraina e 1990 da-geñver e ziskouezadeg kentañ, a voe dalc'het e Mirdi-Stad an Arzoù-kaer ukrainat e Kyiv, ma tistroas er bloaz 2001.
E Kyiv e veve c'hoazh pa c'hoarvezas Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022.
Prantad Wien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da heul deroù an aloubadeg rus e miz C'hwevrer 2022 e rankas Ivan Martchouk divroañ da Wien en Aostria, ma livas un 200 taolenn bennak etre 2022 ha 2025 ; diskouezadegoù a voe aozet eno[7].
E deroù ar bloaz 2025 e voe krouet an Diazezadur Madelezhus Ivan Martchouk (благодійну фундацію Івана Марчука) evit skignañ oberennoù an arzour, koulz hag ur mirdi[7]. D'an 10 a viz C'hwevrer, dindan gwarez Kannati Ukraina e Keoded ar Vatikan, e voe aozet un diskouezadeg anvet "Gwirvoud marzhus" (Епічна реальність) er Palazzio Cancelleria e Roma. D'an 12 a viz C'hwevrer e voe degemeret Ivan Martchouk gant ar pab Leon XIV[8].
D'an 2 a viz Mae 2025 e tigoras an diskouezadeg "Lavarit ar wirionez din" (Скажи мені правду), tremen 450 taolenn enni ; ur genstrivadeg etrebroadel tresadennoùù gant bugale a voe savet, anvet "War hentoù Ivan Martchouk" (Шляхами Івана Марчука)[9]. A-raok digoradur an diskouezag e kinnigas an arzour ur c'hatalog eus e oberennoù, pemp levrenn ennañ, anvet "Mouezh ma ene" (Голос моєї душі)[10].
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur 5 000 oberenn bennak zo bet savet gant Ivan Martchouk, a voe lakaet war ziskouez e tremen 150 diskouezadeg personel ha war-dro 50 re a-stroll. E kreizig-kreiz Kyiv emañ studio an arzour.
E 1965 e kavas e zoare dezhañ, na glote ket gant reolennoù ar gwirvoud sokialour ; e-pad pell ne c'hallas ket diskouez e labour abalamour da se, hag e rankas chom kuzh en abeg da harellerezh dizehan KGB. Evit treuzvevañ dindan veli ar reizhiad soviedel e veze ret da Ivan Martchouk tresañ skeudennoù eeun evit ar magazinoù Ukraina (Україна), "Mammvro" (Вітчизна) ha "Kyiv" (Київ). Un 30 roubl bennak e oa e c'hopr evit un dresadenn a rae dindan dek munutenn[5].
Betek 1988 ne oa ket bet anzavet labour Ivan Martchouk gant Unvaniezh an Arzourien en un doare ofisiel, petra bennak ma oa bet lakaet e oberennoù war ziskouez tremen 15 gwezh e meur a gêr en URSS — e Moskov e oa bet dalc'het an div ziskouezadeg kentañ, e 1979 hag e 1980[11].
E 1979 e voe kinniget e labour er c'hentañ diskouezadeg a vode taolennoù gant arzourien ukrainat enepkemplegour, aozet gant yaounkizoù eus an diaspora ukrainat e Pariz, München, New York ha Londrez – e Londrez e voe merket dibarder oberennoù Ivan Martchouk gant an arzvarnour Sir Roland Penrose (1900-1984), a oa buhezskriver Pablo Picasso.
Adalek ar bloavezhioù 1960 e kavas an arzour e stil dezhañ, a eztaolas er e gelc'hiad lies stil ha liesdodenn Mouezh ma ene", a gaver ar blaz anezhañ en holl e oberennoù, hag a zo kemm-digemm en is-kelc'hiadoù a-hed e hent arzel[6]. Aozet e kelc'hiadoù e gwirionez e vez an taolennoù, hervez o dodenn, o stil, o zeknik hag o livioù : "Mouezh ma ene", "Gweledva" (Пейзаж), "Bleuniadur" (Цвітіння), "Rakc'hoari livet" (Кольорові прелюдії)", "Poltred" (Портрет), "Eztaolioù nevez" (Нові експресії), "Divuhezenn" (Натюрморт), "Planedenn wenn I" (Біла планета І), "Planedenn wenn II" (Біла планета ІI), "Hunvreoù a zeu eus an aod" (Виходять мрії з берегів), "Ur sell war an didermen" (Погляд у Безмежність). A-drugarez d'an 42 daolenn a zo er c'helc'hiad "Mouezh ma ene" ez eo bet deroet d'an arzour ar Priz Broadel Taras Chevtchenko e 1997[12].
Hiziv an deiz e vez bamet arzvarnerien ar C'hornôg gant taolennoù Ivan Martchouk, ha kinniget e vez dezhañ ma ve aozet diskouezadegoù el lec'hioù pennañ er bed, kement-se holl a-zargemm ouzh an harellerezh hag an heskin en devoa gouzañvet dindan ar ren soviedel. E dastumadoù er bed a-bezh ez eus oberennoù diwar e zorn.
E 2024 e konte Ivan Martchouk 15 prantad en e red-micher[13]. Disheñvel diouzh ar re gent eo pep prantad a-fet stil ha teknik. E-lec'h an tresoù barr-livañ a anavezer ec'h ijinas an arzour ukrainat un doare da ledañ tresoù liv tanav an tanavañ war al lien, a anvas pliontanizm, ar pezh a grou un doare dantelez voemus ; dre ober meur a wezh e ro sked hag arlivioù blizidik d'an daolenn.
Mirdioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2005 ec'h embannas ar prezidant Viktor Youchtchenko e vije savet ur mirdi da Ivan Martchouk e Kyiv, met biken ne voe graet.
E 2010 e voe savet ar mirdi kentañ, e Moskalivka.
D'an 10 a viz Mae 2022, ar prezidant Volodymyr Zelenskyi a sinas un dekred a-zivout krouidigezh « Mirdi Ivan Martchouk ha Kreizenn Sevenadurel an Arzoù Kempred » (Про створення музейно-культурного центру сучасного мистецтва Івана Марчука) e Kyiv, er savadur m'edo kannati SUA ar prantad 1992-2012[14].
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1996, 14 a viz Gwengolo : Arzour enoret en Ukraina[15].
- 1997, 7 a viz Meurzh : Priz Broadel Taras Chevtchenko[16].
- 2002, 03 a viz Eost : Arzour Pobl Ukraina[17].
- 2009 : Priz Ukraina al Lennegezh hag an Arzoù[18].
- 2011, diskaramzer : steredenn Ivan Martchouk en Alez ar Stered (Алеї зірок) e Ternopil[19].
- 2016, 25 a viz Mezheven : Urzh ar Frankiz (орден Свободи)[20].
- 2020 : steredenn Ivan Martchouk en Alez ar Stered e Kyiv[21]..
- 2021, 20 a viz Eost : priz "Mojenn Vroadel Ukraina" deroet gant prezidant Ukraina[22].
- Priz Ivan Martchouk
D'an 31 a viz Mae 2016 e krouas Kuzul Oblast Ternopil ur Priz Ivan Martchouk a vez deroet bep bloaz da vugale eus ar rannvro, oadet etre 7 ha 15 vloaz, hag a ziskouez bout donezonet war dachenn an arzoù kaer[23].
- 80vet deiz-ha-bloaz

Da lidañ 80vet deiz-ha-bloaz Ivan Martchouk e 2016 e voe embannet gant post Ukraina ur golo-lizher hag un timbr warno an daolenn Lavarit ar wirionez din.
Un diskouezadeg 51 daolenn enni a voe aozet er mirdi Mystetskyi Arsenal (Мистецький Арсеналe) e Kyiv. D'an 12 a viz Mae e voe lidet gouel-bloaz an arzour e Moskalivka, man erruas gant e verc'h ar violinourez Boc'hdana Pivnenko (Богдана Півненко) a wele kêriadenn c'henidik he zad evit ar wezh kentañ en he buhez.
D'an 18 a viz Mae e tigoras e Mirdi an Arzoù en Odesa (Одесский художественный музей) un diskouezadeg anvet Genotip ar Frankiz (Генотип вольності), enni ur 100 bennak a livadurioù tennet eus 6 kelc'hiad (diwar 11 d'ar mare-se). An darn vrasañ eus an oberennoù ne oant biskoazh bet diskouezet en Ukraina, daoust dezho bout bet e Lituania (Vilnius), en Alamagn (Berlin ha München), e Polonia (Warszawa ha Kraków)[24]..
- Pezhioù moneiz ha timbroù
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (uk) Martchouk, Ivan. Генотип вольності ("Genotip ar frankiz", katalog). Kyiv : Саміт-Книга/Summit-Books, 2016 (ISBN 978-966-2374-48-3).
- (uk) (tr) (en) Martchouk, Ivan. Відлуння мрій / Düssel Detaylar / Imaginary Details. Ankara : Folkart Gallery Yayinlari, 2018 (ISBN 978-605-9018-55-5).
- (uk) (en) Chorina, Anna. Український геній Марчук. Історії / Ukrainian Genius Marchuck. Kyiv : СOOP Media, 2016 (ISBN 978-966-97545-0-9).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Qui est Ivan Marchuk ?) @ Ukraïner, 22/10/2020. Kavet : 02 Ebr 26.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (uk) "Люди дивляться, а художник бачить" ("An dud a sell, met an arzour a wel") @ Suspilne Kultura'. Kavet : 02 Ebr 26.
- ↑ (en) Top 100 living geniuses @ The Telegraph, 30/10/2007.
- ↑ (uk) Ukraina Pravda, 11/06/2024. Kavet : 02 Ebr 26.
- ↑ (uk) Telegraf, 11/06/2024. Kavet : 02 Ebr 26.
- ↑ 5,0 5,1 5,2 ha 5,3 Ukraïner, 22/10/2020.
- ↑ 6,0 ha 6,1 (uk) ЕНЦИКЛОПЕДІЯ СУЧАСНОЇ УКРАЇНИ ("Holloueziadur Uktraina a vremañ"). Kavet : 02 Ebr 26.
- ↑ 7,0 ha 7,1 (uk) Ukrinform, 04/05/2025. Kavet : 02 Ebr 26.
- ↑ (uk) Vatican News, 13/02/2025. Kavet : 02 Ebr 25.
- ↑ (uk) Suspilne, 03/05/2025. Kavet : 02 Ebr 26.
- ↑ (uk) Zbruč, 20/05/2025. Kavet : 02 Ebr 25.
- ↑ (uk) Перед малюванням Іван Марчук копав картоплю ("A-raok livañ, Ivan Martchouk a denne avaloù-douar") @ Gazeta'. Kavet : 02 Ebr 25.
- ↑ (uk) Національна премія України імені Тараса Шевченка ("Priz Broadel Taras Chevtchenko en Ukraina"). Kavet : 02 Ebr 25.
- ↑ (uk) Gazeta, 10/02/2024. Kavet : 02 Ebr 25.
- ↑ (uk) Dekred 325/2022. Kavet : 02 Ebr 25.
- ↑ (uk) Dekred digant Prezidant Ukraina. Kavet : 02 Ebr 25.
- ↑ (uk) Dekred digant Prezidant Ukraina. Kavet : 02 Ebr 25.
- ↑ (uk) Dekred digant Prezidant Ukraina. Kavet : 02 Ebr 25.
- ↑ (uk) Dekred digant Prezidant Ukraina. Kavet : 02 Ebr 25.
- ↑ (uk) Poglyad. Kavet : 02 Ebr 25.
- ↑ (uk) Dekred digant Prezidant Ukraina. Kavet : 02 Ebr 25.
- ↑ (uk) YouTube. Kavet : 02 Ebr 25.
- ↑ (uk) Gouarnamant Ukraina. Kavet : 02 Ebr 25.
- ↑ (uk) Priz Ivan Martchouk 2025 @ Suspilne. Kavet : 02 Ebr 25..
- ↑ (uk) Иван Марчук, «Генотип вольности» ("Ivan Martchouk, Genotip ar Frankiz") @ Mirdi an Arzoù Odesa, 18/03/2016. Kavet : 02 Ebr 25.


