Ivan Koniev
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
| Lealded | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
| Anv e yezh-vamm an den | Иван Степанович Конев |
| Anv ganedigezh | Иван Степанович Конев |
| Anv-bihan | Иван |
| Anv-familh | Konev |
| Deiziad ganedigezh | 16 Kerzu 1897 |
| Lec'h ganedigezh | Lodeyno |
| Deiziad ar marv | 21 Mae 1973 |
| Lec'h ar marv | Moskov |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | krign-bev |
| Lec'h douaridigezh | Kremlin Wall Necropolis |
| Yezhoù komzet pe skrivet | rusianeg |
| Micher | ofiser, politiker, marshal |
| Karg | deputy of the Supreme Soviet of the Soviet Union |
| Bet war ar studi e | M.V. Frunze Military Academy |
| Deroù ar prantad labour | 1916 |
| Dibenn ar prantad labour | 1962 |
| Strollad politikel | Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel |
| Strollad etnek | Russians |
| Grad milourel | Marshal of the Soviet Union |
| Skour lu | Lu Ruz |
| Unvez milourel | Eil talbenn ukrainian, 1st Ukrainian Front, Western Front |
| Ezel eus | Central Committee of the Communist Party of the Soviet Union, All-Russian Central Executive Committee |
| Roll elfennoù | Q89424307 |
Ivan Stepanovich Koniev (rusianeg: Ива́н Степа́нович Ко́нев), ganet d'an 28 a viz Kerzu 1897 hag aet da anaon d'an 21 a viz Mae 1973, a oa ur jeneral soviedel ha Marichal eus an Unvaniezh Soviedel hag a oa bet penn al Lu Ruz war Talbenn ar Reter en Eil Brezel-bed. Eñ eo a oa deuet a-benn da adperc'hennañ hag aloubiñ an tiriadoù e reter Europa hag a oa e dalc'h nerzhioù an Ahel.
Ganet en ur familh peizanted, Koniev a oa bet galvet e Lu Impalaeriezh Rusia e 1916 ha stourmet en devoa er C'hentañ Brezel-bed. E 1919 e oa deuet da vezañ ezel eus ar Volcheviked ha servijet en doa el Lu Ruz e-pad Brezel diabarzh Rusia. Goude bezañ bet diplomet en Akademiezh vilourel Frunze e 1926, Koniev a oa pignet a renk da renk e aozadur al lu soviedel. E 1939 e oa deuet da vezañ kandidat evit Poellgor kreiz Strollad komunour an Unvaniezh Soviedel.
Goude ma vije kroget aloubadeg alaman an Unvaniezh Soviedel e 1941, Koniev en doa kemeret perzh en un heuliad kampagnoù brezel bras, evel emgannoù Moskov ha Rjev. Koniev a oa bet goude-se ur penn eus al Lu Ruz en argadennoù ramzel Koursk, hini an Dnieper–Karpatoù ha Vistula–Oder. E miz C'hwevrer 1944 e oa graet anezhañ ur Marichal eus an Unvaniezh Soviedel. E fin an Eil Brezel-bed en Europa, arme Koniev ar 1añ Talbenn Ukrainat a oa enebet ouzh armeoù Georgy Joukov er Redadeg war-zu Berlin. Koniev a oa bet ar c'hentañ komandant kevredet o vont-tre e Praha, kêr-benn Tchekoslovakia, goude Emsavadeg Praha.
Kemeret en doa plas Joukov evel penn an holl nerzhioù tirlu soviedel e 1946. E 1956 e oa bet lakaet e Penn uhelañ nerzhioù lu Pakt Varsovia, hag eñ eo en doa renet flastradennoù garv ar Reveulzi hungarat hag Nevezamzer Praha. E 1961, evel penn nerzhioù armet Reter Alamagn, en doa roet urzh da zispartiañ Berlin ar C'hornôg diouzh Reter Berlin gant savidigezh Moger Berlin. Koniev a oa chomet ur soudard brudet en Unvaniezh Soviedel betek e varv e 1973.